Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/600

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann naved var ’nn ugent a viz eost


SANT IANN DIBENN-EOST
————


Pa oa tost ar mare ma tlie hor Zalver Jezuz-Krist en em ziskouez d’ar bed hag en em rei da anaout evit ar Mesias, Doue a ordrenaz da zant Iann-Vadezour, a ioa o veva enn eul leac’h gouez ha distro azalek he vugaleach, dont da brezeg ar binijenn d’ar bobl a Israel evit he lakaat e stad da reseo he Zalver egiz ma’z oa red. Iann a zentaz raktal, hag a skoaz etrezek ster ar Jourden.

Hogen, n’en doa ken dillad nemed eur zae hirr great gant bleo kanval, hag eur c’houriz ler enn dro d’he ziou groazel ; ne zebre nemed killeien radenn hag ar mel a gave er guez kleuz e kreiz ar c’hoajou. Mes sevel a rea he vouez enn eur lavaret : « — Grit pinijenn, rak ema erru rouantelez ann env. » Euz a Jerusalem hag euz a gement korn a ioa er Judee e tirede tud d’he gaout enn eur anzao ho fec’hejou, ha Iann ho badeze holl e dour ar Jourden.

Kalz pharizianed ha saduseaned a deuaz ive d’he zelaou, hag ouz ar re-ma e komze rust. « — Tud savet divar aered-viber, emezhan, piou en deuz desket d’ehoc’h-hu tec’het araok buhanegez Doue ha kaout aoun rak he varnedigez ? Grit eta eur binijenn vad, ha ne d-it ket da glask ho tigarez enn eur lavaret : — Ni zo bugale da Abraham. Rak me respounto d’ehoc’h : — Doue a zo gallouduz aoualc’h evit lakaat bugale da Abraham da zevel euz ar vein a zo ama. Dremm ar vouc’hal a zo dija var griziou ar vezenn ; rag kement guezenn ne zougo ket a frouez mad a vezo trouc’het ha stlapet enn tan. »

Iann-Vadezour a brezege gant kement a nerz ma sonje da veur a hini oa hen ar Mesias. Mes lavaret a reaz he-unan n’oa ket. « — Nann, emezhan, n’e ket me eo ar