Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/60

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

divar benn ar gristenien. Lavaret a reont n’oc’h euz ket brasoc’h enebourien eged ar gristenien, hag ar gristenien, er c’hountrol, eo a zalc’h ho rouantelez enn he za dre ar pedennou a reont evidhoc’h. »

Dioklesian a oue mantret pa anavezaz Sebastian ; rak kredi a rea oa maro. « — Te a zo aze, Sebastian! emezhan. Petra? N’oud ket bet lazet ’ta? Penaoz da vihana ec’h euz-te gellet chom beo? »

« — Va Zalver Jezuz, eme ar Zant, en deuz astennet d’inn va buez evit ma c’helljenn dont da rei testeni dirak ann holl eo he relijion ar relijion guirion, hag ez eo euz ho perz eunn dislealded heb he far lakaat d’ar maro tud ha n’o deuz great torfed ebed, tud ha n’euz netra da damall d’ezho. »

O klevet ar c’homzou-ze, ann impalaer a ieaz e kounnar, hag a lavaraz skourjeza Sebastian ken na laoskche he huanad diveza. Evelse e varvaz ar merzer kalounek er bloaz 286 pe 288.


SONJIT ERVAD

Sant Sebastian ne ziskouezaz ket d’ann impalaer oa kristen ken na oue galvet da anzao he feiz dirak ann holl; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da ober he zeveriou a relijion hag he zevosionou e kuz. Evelse ive, ma renkit mont da zoudard ha mac’h en em gavit etouez tud fall ha difeiz, n’e ket red d’ehoc’h diskouez d’ar re all peur e viot o lavaret ho Pater, na peur ez eot d’ann offerenn, da govez ha da gommunia : ann traou-ze holl a c’hellit da ober, evel sant Sebastian, heb gouzout dare da zen. Bezit eta fidel d’ezho, hag e reot ho silvidigez epad ma viot er zervich kerkouls hag er gear.



ann unan var ’nn ugent a viz genver


SANTEZ AGNES, GUERC’HEZ HA MERZEREZ
————


Agnes a ioa ginidik a Rom. He zad hag he mamm a ioa pinvidik ha tud a lignez huel; mes tud a zoujans Doue oant ive, ha ne espernjont netra evit ober eur gristenez vad euz ho merc’h. Houma a ioa troet var ann devosion azalek he c’henta bugaleach, ha kement e karie hor Zalver Jezuz-Krist ma ne skuize morse o sonjal enn