Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/594

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

unan ez ea d’ho ziez, ha diskenn a rea gantho er mengleuziou a ioa dindan kear Rom. Eno ec’h offerenne, hag epad ann offerenn e roe eunn nerz nevez d’ho c’haloun dre he brezegennou hag e vage ho eneou dre ar gommunion zantel.

Pourvei a rea ive gant largentez da ezommou ar beorien, hag ar gristenien geiz a veze kaset d’ar prizoun a reseve diganthan a bep seurt sikouriou. Goulskoude ne oue ket paket he-unan, petra bennag ma risklaz he vuez ouspenn kant guech evit mad ann dud fidel.

Ar bersekusion a badaz nao bloaz dioc’htu, ha pa oue echu, ann heretiked a reaz d’ho zro eur goall vrezel d’ann Iliz. Mes Zephirin ho zrec’haz dre he vouiziegez ha dre nerz he gomzou. Prakseas, ar brudeta anezho, a oue gounezet ganthan d’ar gair feiz ; mes ar reuzeudik-se, dallet gant ann ourgouill, a zistroaz goudeze d’he gredennou faoz, hag a varvaz heretik.

Eunn all, he hano Natalis, a deuaz ive d’en em strinka da dreid ar pab santel enn eur anzao oa faziet, hag enn eur c’houlenn pardoun ; mes hema a oue furoc’h eged egile, ha ne guiteaz mui barlenn ann Iliz.

Enn amzer-ze e veve Tertullian, eunn doktor braz hag en doa skrivet he-unan d’ann impalaer evit difenn ar gristenien hag ho relijion. Hogen, ann doktor-ma a ioa eunn den rust, hag a gave abeg er pab abalamour, var he veno, ar pab a ioa re jentil e kenver ar bec’herien. Zephirin ne espernaz netra evit ober d’ezhan digeri he zaoulagad hag anaout n’edo ket ar virionez ganthan. Mes Tertullian a jomaz bepred aheurtet, hag ar Zant en devoue ar c’hlac’har da velet ar spered kaer-ze, a ioa bet bete neuze eur sklerijenn evit ann Iliz, o trei neat gant eur rumm heretiket hag a lavare ez oa pec’hejou ha n’euz pardoun nag absolvenn ebed evitho.

Zephirin a reaz eur maread ordrenansou evit ar bobl fidel, ar veleien hag ann eskibien, ha goude beza gouarnet ann Iliz gant eur furnez vraz epad trivac’h vloaz, e resevaz erfin ar gurunenn a verzerenti d’ar 26 a viz eost euz ar bloaz 221. He gorf a oue enterret e guered Kallist.