Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/580

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



SONJIT ERVAD

« Jezuz-Krist eo va buez! » a lavare ar c’hristen iaouank Agapit d’ar gouarner Antiokus. Setu aze ive petra dlefemp da lavaret peb hini ac’hanomp. Ar ger kristen a deu euz ar ger Krist, hag a zinifi den Jezuz-Krist, diskib Jezuz-Krist. Ma n’oump ket tud ha diskibien Jezuz-Krist, da lavaret eo, ma n’oump ket d’ezhan euz a greiz hor c’haloun ha ma ne heuliomp ket he genteliou, ne c’hellomp Beza nemed tud ar bed ha diskibien ann drouk-spered. Mes neuze penaoz e c’houfemp-ni esperout mont d’ar baradoz goude ar vuez-ma ?




ann ugentved devez a viz eost


SANT BERNARD, ABAD HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Bernard, ar burzud euz he amzer, a ioa ganet e maner ar Feunteun er Bourgogn. Enn he vugaleach e oue savet e doujans Doue gant he vamm, ha goudeze e tremenaz he iaouankiz enn eur burete vraz. Goulskoude, o veza m’en doa eur gened dispar, merc’hed divezet ha divergount a glaskaz he zougen d’ar pe’hed, hag evit tec’het araok ann tentasionou-ze e reaz he zonj da guitaat ar bed d’ann oad a zaou vloaz var ’nn ugent.

Pevar breur braz en devoa, ha pa glevaz ar re-ma petra en doa c’hoant Bernard da ober, ne espernjont netra evit he zizalia. Mes, e leac’h gounit ar viktor varnhan, hen eo a c’hounezaz ar viktor varnezho, hag ho fevar ez ejont asambles ganthan d’ar gouent.

Eur breur bihan hag eur c’hoar o doa c’hoaz, hag a jomaz er gear gant ho zad : ho mamm a ioa dija maro d’ann ampoent. Hogen, enn eur gimiada dioc’h he vreur bihan, ar c’hosa anezho a lavaraz d’ezhan : « — Kenavo, breurik, hon danvez-ni a zo holl d’id-de brema. » Mes ar paotr a respountaz raktal gant eur furnez dreist he oad : « — Ah! ia, evelse a rit ; c’houi a gemer ann env evit ho lod hag a lez ann douar ganen-me ; ann dra-ze n’e ket just. » A benn nebeut amzer goude, ar paotr-se a guiteaz ive ar bed, hag he c’hoar a reaz eveldhan divezatoc’h.