Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/57

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

dez kalz amzer o pedi hag ez ea he-unan da velet ar beorien hag ann dud klanv d’ann hospitaliou, evit lavaret d’ezho eur gomz vad bennag hag ho zikour dre he aluzennou.

Mes he binijennou, he zevosionou hag he oberiou a drugarez ne virent ket outhan da lakaat urs e peb tra enn he rouantelez. Labourat a rea dalc’h-mad da lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl, ha teuler a rea evez dreist peb tra evit ma vije roet he vir da bep hini ha barnet ann holl hervez al lealdet, heb sellet ouz kar na mignoun, ouz paour na pinvidik.

Goulskoude, ar vad a rea ar Zant d’ar relijion, hag al lezennou en doa douget evit ober d’he zujidi beza aketuz da viret gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, a dennaz varnhan droulans ha kasouni ann dud fall ha difeiz. Ar re-ma a deuaz a benn da drei ar bobl enn he enep, hag en em glevaz evit lamet diganthan he dron hag he vuez.

Doue a roaz da anaout da Ganut ar pez a dlie en em gaout ganthan, ha var gement-se ar Zant en em dennaz enn iliz sant Alban : ann iliz-ma a ioa bet savet dre he urs. Eno e koveseaz hag e kommuniaz, ha goudeze e chomaz var bennou he zaoulin, e traon ann aoter, da bedi ha da c’hortoz ar gurunenn a verzerenti. Etre daou, ec’h erruaz he enebourien, hag e oue lazet gantho a daoliou mein hag a daoliou bir, d’ann dek a viz gouere euz ar bloaz 1086. Koueza a reaz d’ann douar he zivreac’h astennet e kroaz, hag a greiz m’edo o c’houlenn pardoun evit he vourrevien.

Doue ne zaleaz ket da ziskleria he zantelez dre eunn niver braz a viraklou, hag ar brud euz ar miraklou-ma a reaz d’ar pab Klemant X he lakaat e renk ar Zent, ha merka ann deiz-ma evit ober he c’houel.


SONJIT ERVAD

Kenta dever ar re a zo e penn eur barrez, evel e penn ar c’houarnamant, eo difenn ar relijion nag ann Iliz, ha labourat da ziarbenn ann dizursiou ha da derri ar giziou fall. Guir eo, evelse e tennont varnho aliez, evel sant Kanut, droulans ha kasouni ann dud fallakr hag ann