Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/566

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



SONJIT ERVAD

Ann abostol sant Paol a lavare guech all, enn eur gomz euz ar baianed, oant tud ha n’o devoa kaloun ebed, tud ha ne c’houient ket petra zinifi kaout truez ouz ann nesa. Guelet a reomp eunn testeni sklear euz ar virionez-se enn histor ar verzerien, ha dreist holl enn histor sant Kasian. Piou ac’hanhoc’h en devije kredet biken e vije bet koundaonet eur mestr-skol da veza lazet gant ar vugale a ioa er skol ganthan ? Goulskoude, setu aze e pe stad e vije c’hoaz hirio ar bed ma ne vije ket deuet sklerijenn ar feiz da bara varnhan, ha setu aze e pe stad e kouezfe adarre ma teufe da goll ar sklerijenn-ze. Anez ar relijion gristen, ann den a ve c’hoaz hirio goasoc’h eged eunn anenval, hag ar vugale ho-unan a ve goasoc’h eget tigred. Dalc’hit eta d’ho relijion dreist peb tra, ha grit ato kement a zo enn ho kalloud evit he difenn a enep ar re a ra brezel d’ezhi.





ar pevarzekved devez a viz eost


SANT EUZEB, BELEK
————


Euzeb a veve e Rom enn amzer ann impalaer Konstans. Hogen, ann impalaer-ma a ioa a du gant ann heretiked, hag a rea goall vuez d’ar gristenien gatholik ha dreist holl d’ann dud a iliz. Lakaat a eure meur a hini anezho d’ar maro, ha meur a hini all a goundaonaz d’ann harlu.

Euzeb a ioa belek, ha ne ehane da alia ann dud fidel da jom stard enn ho feiz. Ho asambli a rea enn he di evit rei nerz d’ho c’haloun ha sklerijenn d’ho spered enn eur ziskouez d’ezho gevier ha troiou kamm ar fals doktored a glaske ho zouella. N’oa ket evit gouzanv ar re ne anzavent ho c’hredenn nemed dre gomzou goloet. « — Ann nep a zo kristen katholik, emezhan, a dle hen diskleria freaz hag heb aoun ebed. »

Ann impalaer Konstans, o veza klevet menek euz ar pez a rea ar Zant, a ordrenaz he lakaat enn eur prizoun enk ha tenval el leac’h n’en doa ket zoken a blas da c’hourvez. Euzeb a dremenaz seiz miz eno heb gellout flach, kouls lavaret ; mes he deod n’oa ket stag, ha gant ann teod-se e veule Doue deiz ha noz : biskoaz n’oa bet eurusoc’h, na laouenoc’h.