Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/562

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

d’ezhi he bleo ha guisket d’ezhi eur zae a binijenn. Ar zae-ma a ioa evel eur zac’h a starde enn dro d’he c’horf gant eur gordenn. Sant Fransez he c’hasaz neuze da gouent leanezed sant Beneat ; rak he-unan n’en doa ket c’hoaz a gouenchou evit ar merc’hed.

Keriz holl a oue mantret pa glevchont petra e doa great Klara, ha tud ar bed a lavare e devoa zur kollet he spered. He c’herent zoken a glaskaz he zenna dre nerz euz ar gouent ; mes hi a grogaz enn aoter gant eunn dorn, ha gant he dorn all e tiskouezaz d’ezho he fenn touz, enn eur lavaret : « — Hiviziken n’em bezo ken pried nemed Jezuz-Krist, na ken guiskamant nemed eur zae a binijenn. » Abarz ar fin e oue lezet e peoc’h.

A benn pemzek dez goude, he c’hoar Agnes a deuaz da ober koumpagnunez d’ezhi. Mes ann dra-ze a lakeaz he c’herent da egari goasoc’h-goaz, ha setu ar re-ma ha diredet adarre d’ar gouen evit diframma Agnes euz a dre zaouarn Klara. He filat a rejont d’ann douar, ha goudeze e stlechont anezhi var bouez he bleo etrezek ann or. Mes Agnes a zalc’he mad ato, ha kaer o devoue he c’herent, ne chelljont ket he jacha gantho. Agnes a jomaz eta gant he c’hoar, ha sant Fransez a roaz d’ezhi ive ar zae a binijenn en doa dija roet da Glara. Agnes ne oa c’hoaz nemed pevarzek vloaz d’ann ampoent, ha Klara a ioa trivac’h vloaz.

Setu aze penaoz e oue savet eil Urs sant Fransez a Asiz. Ann urs-ma ne zaleas ket d’en em astenn, hag ar merc’hed a iea ennhan a oue Klarised pe leanezed Klara. Ar Zantez a oue lakeat da zuperiorez enn despet da gement a reaz evit miret. Mes en em zigoll a eure, dre he humilite, euz ann henor a ioa great d’ezhi : ato hag e peb leac’h e veze evel ann diveza hag ann distera euz he leanezed.

Reolenn he Urs a c’hourc’hemenne bale diarc’henn, kousket var ar c’halet, iun epad ar bloaz, ha tevel bepred. Mes ann dra-ma n’oa ket c’hoaz aoualc’h evit Klara. Tremen a rea tri devez euz ar zizun, al lun, ar merc’her hag ar guener, heb dibri tamm, hag enn deiziou all e tebre ken nebeut maz oa he c’hoarezed soue-