eo eta, eme Valerian, ann hini a glask diskar ar c’ouarnamant enn eur alia ar bobl da zilezel servich ann doueou ? » Ar pab santel a respountaz : « — Ne glaskann ket diskar ar c’houarnamant ; mes alia a rann ar bobl da zilezel servich ann drouk-pered, a adorer dindan furm idolou, evit anaout ar guir Doue ha Jezuz-Krist, he Vab, a zo diskennet euz ann env evit hor prena. »
Neuze ann impalaer a roaz urs d’he gas da dempl ann doue Mars evit klevet he zetans. Eno sant Stephan a reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — Aotrou Doue ann Tad, c’houi oc’h euz pilet guech all tour Babel d’ann traon ; pilit ive ann templ-ma a zo bet savet enn henor d’ann diaoul evit troumpla ar bobl. » Kerkent e kouezaz ar gurun var ann templ, hag hema a oue pilet d’ann traon lod anezhan.
O velet kement all, ar zoudarded a gemeraz holl ann teac’h, hag ar pab a jomaz he-unan gant ann dud a iliz a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Raktal ez eaz gant ar re-ma da vered Lusina, el leac’h ma’c’h offerennaz, ha goude ann offeren ec’h azezaz var eur gador da ober eur brezegenn. Mes d’ann ampoent e tigouezaz eno soudarded all, digaset gant ann impalaer, hag ar zoudarded-ma hen dibennaz var he gador. He verzerenti a erruaz d’ann 2 a viz eost euz ar bloaz 257. Ar gristenien a enterraz he gorf e guered Kallist, hag e kichen he gorf e lakejont ar gador m’oa azezet varnhi, hag a ioa ruziet gant he c’hoad.
Sakramant ar vadiziant a laka enn ene eur merk hag a bado da viken ; abalamour da ze, ne c’heller he reseo nemed eur vech ha setu perak ive eo difennet badezi adarre ar re a zo bet badezet mad eur vech, n’euz fors gant piou e vent bet badezet. Hogen, evit rei mad ar vadiziant, n’euz ken da ober nemed skuill dour naturel var benn ann hini a vadezer, ha lavaret er memes amzer : « — Me az badez enn hano ann Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. » Red eo avad e ve ar memes hini a skuillfe ann dour hag a lavarfe ar c’homzou-ze. Eunn druez eo e ve kristenien ha ne c’houzont ket ann traou-ma. Koulz all, dre ho faot, eunn ene bennag, chomet heb badiziant, a gafe sarret dor ar baradoz.