Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/530

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

« — Perak koll ann traou evelse ? Al louzou-zea vije bet gellet he verza ker, ha gant ann arc’hant a vije bet evithan e vije bet great eunn aluzenn gaer d’ar paour. » Mes hor Zalver a respountaz d’ezhan kerkent : « — List ar vaouez-se, rak eunn dra vad e deuz great em c’henver. N’e ket peorien a vanko var ho tro er bed-ma ; me avad ne vezinn ket ato ganehoc’h. »

Martha a heuliaz hor Zalver epad he basion betek var menez Kalvar, ha bez’ e devoue ive ann eur d’he velet goude m’oa savet euz a varo da veo. Mes ar Iuzevien n’oant ket evit gouzanv Lazar hag he ziou c’hoar abalamour d’ar garantez en doa bet Jezuz evitho. Eunn devez eta e lakejont anezho enn eur vag ha n’e devoa na stur, na goel, na rouenv ebed, hag ho lezchont da vont evelse gant ar mor, oc’h esperout ne zalejent ket da veza beuzet. Mes dorn Doue a zigasaz ar vag da borz Marseill e Frans. Neuze Mari-Madalen en em dennaz enn eur c’havarn spountuz, a ioa eiz leo ac’hano e kreiz eur menez huel, ha Martha a ieaz ive da jom enn eunn tu bennag a gostez asambles gant eur vandenn merc’hed iaouank e devoa gounezet d’ar feiz. Ar re-ma hag hi a veve eno egiz elez ken na blijaz gant Doue he gelver erfin d’ar baradoz e tro ar bloaz 70. He c’horf santel a virer c’hoaz gant kalz a respet e kear Taraskon, dem-dost d’al leac’h ma varvaz.


SONJIT ERVAD

Evit eur guel, petra zo kaeroc’h eged aoza bouet da Vab Doue ha d’he goumpagnunez ? Goulskoude e leac’h meuli Martha, Jezuz a lavar d’ezhi : « Nez euz nemed eunn dra hag a ve red, » da lavaret eof savetei hon ene. Hag o pe great ann holl draou all, hag o pe labouret noz-deiz, hag e veac’h bet guella tiek a ioa er vro, hag o pe dastumet madou braz, hag e veac’h bet er c’hargou huela, ma n’oc’h euz ket great ho silvidigez, n’oc’h euz great netra : kollet oc’h euz ho poan, kollet oc’h euz hoc’h amzer, kollet oc’h euz peb tra, abalamour m’oc’h euz kollet hoc’h ene.