Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/524

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


hag hini Guened o doa bet dija ar c’halloud-se araok eskopti Kemper.


SONJIT ERVAD

Santez Anna eo patrounez hor bro ; ar Vretouned he c’hemeraz evit difennourez rak ma c’houient eo nerzuz he breac’h ha tomm he c’haloun. Goulennomp eta sikour diganthi gant fizians enn hon holl ezommou, ha pedomp anezhi dreist peb tra da gendelc’her ato enn hon touez ar feiz beo-ze a rea guech all gloar hon tadou koz, hag e deuz lakeat ho hano da veza ker brudet dre ar bed holl.





ar seizved var’nn ugent a viz gouere


SANT SAMSON, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz a dud a lignez huel hag a zoujans Doue. He vamm ne espernaz netra evit ober anezhan eur paotrik fur ha devot, ha d’ann oad a bemp bloaz e oue lakeat er skol gant sant Ildut. En em gaout a reas eno asambles gant sant Paol ha sant Jildas, hag ann daou zant-ma hag hen a oue ato mignouned vraz betek ho maro. O veza m’en doa eur spered lemm, e teske ar pez a garie, hag heb dale e oue unan euz ar re habila euz ar skolach ; mes unan euz ar re zantela oa ive, hag ann dra-ma a zo guelloc’h c’hoaz.

Mar d-oa aketuz d’ar studi, oa aketusoc’h c’hoaz d’ar bedenn ha d’ar iun, hag evit he rekoumpansi Doue a roaz d’ezhan, d’ann ampoent-se zoken, ann donezoun a viraklou. Eunn devez, sant Ildut en doa kaset he skolaerien da c’houennat eur parkad ed, hag unan anezho a oue flemmet gant eunn aer-viber. Dija oa prest da vervel, ker koenvet oa ; mes Samson a bareaz anezhan enn eunn taol oc’h ober sin ar groaz var he c’houli.

Pa oue echu he studi ganthan, Samson a gemeraz ann Ursiou sakr dre ali he vestr. Neuze e teuaz da vir ar pez en doa lavaret sant Ildut divar he benn ar vech genta m’en doa he velet. Goude beza he vriatet gant karantez,