ned. Da genta, ho c’has var ann Thabor, da lavaret eo, e ro d’ezho
evel eunn tanva euz a joauzded ann env. Neuze e kavont peb tra eaz,
peb tra skanv, hag e redont gant joa enn hent he c’hourc’hemennou.
Mes goudeze e kas anezho ive d’ar jardin Olived, da lavaret eo, e ra
ann neuz d’en em denna dioutho, hag e lez ann denvalijenn da goueza
var ho spered, ann enkrez hag ar spount da c’hounit ho c’houstians,
hag eur mor a c’houervder da veuzi ho c’haloun. Eneou kristen, mar
d-emaoc’h er stad-se, ne rit van ebed ha dalc’hit mad ato d’ho tevosionou
ha d’ho teveriou a relijion. Doue a glask hebken gouzout petra
dal ho vertuz, ha mar bezit fidel d’ezhan enn despet d’ar zec’hor, d’ar
ienienn ha d’ann nec’hamant a zantit e diabarz ennhoc’h, bezit sur ne
zaleo ket d’ho rekoumpansi enn eur zigas adarre ar peoc’h enn ho spered
hag ar joa enn ho kaloun hag enn ho koustians, evel ma tigas ann
hanv varlerc’h ar goanv ha ma laka ann heol da bara a nevez goude
eur goall varr-amzer.
etra ne ra guelloc’h meuleudi
ar zantez-ma eged ar pez a
lavar d’eomp ann Iliz enn he offis :
« En deuz Doue great d’ezhi ar
c’hras da veritout beza mamm
da vamm he Vab en em c’hreat
den. » Mar d-eo eunn henor heb
he bar evit ar Verc’hez kaout eur
mab hag a zo Doue, evit he mamm
eo ive eunn henor ha n’e deuz bet
maouez all ebed kaout eur verc’h
hag a zo e guirionez mamm da
Zoue. Dioc’h ar frouez ec’h anavezer
ar vezenn ; hogen, euz a zantez
Anna eo ganet ar bura hag ar zantela euz ann holl
grouadurien ; sklear eo eta gouzout ez oa he-unan eur
skouer euz ar c’haera vertuziou.
Euz a Vethleem oa ginidik, ha pa oue enn oad, e oue dimezet da zant Joachim, a ioa o chom e Nazareth. O veza