Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/513

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Eunn droiad, hor Zalver a ioa eat da Vethanii, ha Martha a ioa prez varnhi o klask pourchas eunn dra bennag d’ezhan da zibri. Mari-Madalen, er c’hountrol, a jome azezet eharz treid Jezuz, gant aoun rak koll eur ger euz ar pez a lavarje. Abarz ar fin Martha a lavaraz d’hor Zalver : « — Mestr, ne velit-hu ket e lez va c’hoar al labour ganen da ober ? Livirit d’ezhi ’ta sevel d’am zikour. » Mes Jezuz a respountaz : « — Martha, Martha, poan ha tregas a gemerit gant kalz a draou, ha goulskoude n’euz nemed eunn dra hag a ve red. Mari e deuz choazet evithi al lodenn vella, hag al lodenn-ze ne vezo ket lamet digant-hi. »

Mari-Madalen a heuliaz hor Zalver betek menez Kalvar enn amzer he basion, hag a jomaz eno enn he za e tal ar groaz ken n’en devoue laosket Jezuz he huanad diveza. Var al leac’h edo ive pa oue lakeat korf hor Zalver er bez d’ar guener da noz. D’ar zadorn, e reaz he deveriou a relijion egiz m’oa merket e lezenn ar Iuzevien guech all, ha d’ar zul vintin, mintin mad, ez eaz adarre d’ar bez asambles gant Mari, mamm Jakes, ha Salome.

Mes, o veza kavet ar bez goullou, Mari-Madalen a deuaz dioc’htu da gounta ann dra-ze d’ann Ebestel. Goudeze ez eaz d’ar bez evit ann eil guech, ha ne ehane da vouela ha da hirvoudi abalamour n’edo mui korf he Mestr el leac’h m’oa bet lakeat. Goulskoude, o veza great c’hoaz eur zell er bez, e velaz ebarz daou eal, guisket e guenn, hag ann elez-se a c’houlennaz ouhti: « — Maouez, perak e vouelit ? » Hi a respountaz : « — Abalamour m’eo kaset korf va Mestr kuit, ha ne c’houzoun ket e pe leac’h eo lakeat. »

O veza komzet evelse, e troaz he fenn da zellet adren he c’hein, ha setu Jezuz oc’h en em ziskouez he-unan dirazhi. Mes hi n’hen anavezaz ket, hag a gemeraz anezhan evit ar jardiner. Setu perak e lavaraz d’ezhan : « — Mar d-e c’houi eo oc’h euz kaset korf va Mestr kuit, livirit d’inn e pe leac’h oc’h euz he lakeat, ma’z inn d’he gerc’hat. » Neuze hor Zalver a c’halvaz anezhi dre he hano, enn eur lavaret : « Mari ! » Ker buhan Mari-Madalen a anavezaz Jezuz, hag en em strinkaz d’he