Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/505

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

n’en defe ket klasket rei eur zikour bennag d’ezho. Sevel a eure da genta eur goumpagnunez beleien, hanvet neuze Beleien ar Mision hag hirio Lazaristed, evit rei misionou d’ann dud divar ar meaz ; rak kredi a rea, ha n’e ket heb abeg, n’oa ket ar re-ma desket aoualc’h var guirioneziou ar relijion : ar pez a ioa kaoz d’ezho da veva e meur a zizurs, heb gouzout d’ar zur avechou e pec’hent o veva evelse.

Goudeze e savaz eur goumpagnunez merc’hed, hanvet e gallek Merc’hed ar Charite, evit ober skol d’ar vugale baour hag entent ouz ar re glanv enn hospitaliou. Sevel a reaz ouspenn, pe lakaat a reaz sevel tiez a repu evit ar plac’hed iaouank a ioa e riski d’en em goll er bed pe a ioa dija en em gollet, evit ar vicherourien ne c’hellent mui nag he glask nag he c’hounit, evit ann dud a ioa troet ho spered hag evit ar vugaligou nevez ganet, lezet enn abandoun.

Ar vugalikou geiz-ma a ioa stank e Paris d’ann ampoent : ho c’haout a reat dioc’h ar mintin er porchedou, e korn ar ruiou ha var ann deleziou a ioa da bignat er paleziou dioc’h ann dianveaz. Hogen, ar Zant a iea he-unan d’ho dastum enn noz, dre greiz ann erc’h hag ar skorn, a jouche anezho dindan he vantell, hag ho roe goudeze d’ann introunezed devot a ioa en emgarget d’ho loja ha d’ho maga.

Eunn nozvez m’edo oc’h ober tro kear evelse hervez he gustumm, ec’h erruaz gant eur vandenn laeroun hag a c’houlennaz diganthan ar ialc’h pe ar vuez. « — Siouaz ! eme ar belek karantezuz enn eur zispaka he vantell, ganen-me n’euz netra nemed tri grouadur paour hag a zo dare da vervel gant ar riou. » « — Ah ! c’houi eo ann Aotrou Visant, » eme unan euz al laeroun ; ha setu ar re-ma raktal d’en em strinka d’ann daoulin dirazhan enn eur c’houlenn he vennoz.

D’ar mare-ze oa truez guelet e pe stad oa lakeat ar Pikardi, ar Champagn hag al Lorreenn gant ar vrezel, ar gernez, hag ar c’hlenvejou speguz a ioa deuet d’ho heul. Ar Zant ne espernaz ken nebeut nag he boan nag he amzer evit sikour tud ar broiou-ze enn ho dienez, ha