Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/49

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ar c’houezekved devez a viz genver


SANT MARSELL, PAB HA MERZER
————


Sant Marsell a oue choazet evit pab goude merzerenti sant Marsellin. Ranna a eure kear Rome pemp parrez var’nn ugent, evit ma vije easoc’h rei ar vadiziant hag ar zakramanchou all d’ar baianed a veze gounezet d’ar feiz, hag enterri ar verzerien enn eur feson deread. Skriva a reaz ive d’ann eskibien divar dro kear Antioch, enn Azii, evit digas da zonj d’ezho eo Iliz Rom mamm ha mestrez ann holl Ilizou euz ar bed. El lizer-ze e verke ne c’heller asambli konsil ebed heb urs pe asant ar Pab.

Evelse e c’houarne santelamant ann Iliz pa falvezaz d’ann impalaer Maksans ober d’ezhan dilezel he garg hag adori ann idolou. Marsell ne reaz van evit klevet ann impalaer. Neuze hema a ieaz enn egar outhan, hag a roaz urs da genta d’he vazata pe d’he skourjeza betek ar goad. Goudeze her c’houndaonaz da vont da jom enn eur c’hraou kezek, evit kemeret soursi euz a loaned a zalc’het eno evit servich kear.

Marsell, deuet da veza mevell marchosi, a dremene he holl amzer kouls lavaret o pedi Doue. Iun a rea ive aliez, hag o veza ne c’helle mui mont da velet ann dud fidel euz a Rom, e skrive liziri d’ezho evitho c’hrenvaat er feiz.

Goulskoude, a benn nao miz, ann dud a iliz a gavaz ann tu d’he denna euz ar c’hraou-ze ha d’he gas da di eunn intanvez santel a ioa he hano Lusina. Houma hen digemeraz gant eur joa vraz, hag her pedaz da gonzakri pe da vennigen eul lodenn euz he zi evit servichout da iliz. Marsell her greaz, hag enn iliz-se ec’h offerenne bemdez hag e prezege d’ar gristenien, a zirede a bep tu da zelaou he gomzou. Mes ar brud euz ann dra-ma a erruaz betek ann impalaer, ha Maksans enn he gounnar a lavaraz kas di ar c’hezek a ioa evit servich kear, ha