Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/486

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Tud houma a ioa beuzet enn ho daelou ; rak n’o doa ken merc’h nemethi. Mes ar Zant, goude beza pedet kalounek asambles gant ar veleien ha gant ar bobl, a reaz d’ann hini varo sevel adarre enn he za ha dont euz he arched leun a vuez.

Sant Thurian a varvaz e Dol enn eunn oad braz, e tro ar bloaz 749, hag he gorf a oue enterret enn iliz kathedral. Mes divezatoc’h e oue kaset da Baris, gant aoun na gouezche etre daouarn ann dud divadez a ioa saillet d’ann ampoent var douar Breiz. E Paris e oue kement a zevosion evit ar zant-ma ma veze selebret he c’houel evel eur gouel mirabl, ha douget he relegou e prosesion evit goulenn glao pa veze re a zec’hor. Meur a vech ive e oue kerc’het he relegou euz ann iliz da vouga ann tan goall, hag ann tan a varve dioc’htu.


SONJIT ERVAD

Ann dijentil a zo hano anezhan e buez sant Thurian a lavare oa prest da rapari ar gaou en doa great, ha da ober ar binijenn a vije roet d’ezhan gant ann eskop. Ma ne vije ket bet ar volontez-se enn he galoun, n’en devije ket bet eur guir gontrision. Rak, ann nep en deuz great gaou ouz he nesa, enn he gorf, enn he vadou pe enn he henor, a renk ato rapari ar gaou-ze hervez he c’halloud ; anez, n’en deuz pardoun ebed da c’hortoz digant Doue. Ouspenn-ze, petra bennag ma vez dija pardounet eur pec’hed marvel dre ann absolvenn, eo red c’hoaz peurvuia paea da justis Doue evit ar pec’hed-se eur pennad poan bennag, er bed-ma, pe er bed all e tan ar purkator.





ann daouzekved devez a viz gouere


SANT IANN GUALBERT, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Florans, enn Itali, a gerent nobl ha pinvidik. Evit plijout d’he dad, ec’h heuliaz ann arme enn he iaouankiz, hag epad ann amzer-ze e oue lazet he vreur kosa gant eur c’henderv d’ezhan. Raktal e reaz he zonj da venji he vreur, ha da laza ar