nin, o veza klevet menek euz ann dra-ze, a ordrenaz d’ar prefet Publius gelver dirazhan ar vamm hag he zeiz mab evit ober d’ezho adori ann doueou faoz. Hogen, ar seiz mab a ioa ho hano : ar c’hosa, Janvier ; ann eil, Felis ; ann trede, Philipp ; ar pevare, Silvan ; ar pemped, Aleksandr; ar c’houec’hved, Vital; hag ann diveza, Marsial.
Ar prefet a lavaraz da genta da Felisite : « — O pet truez ouz ho pugale a zo c’hoaz e kreiz ho brud hag a c’hell esperout beza hanvet d’ar c’hargou huela euz ar vro. » « — Ne ve mamm ebed, eme ar Zantez, ken digernez ha me, ma lavarfenn d’ezho senti ouzhoc’h. » Hag enn eur drei ouz he zeiz mab : « — Paotred, emezhi, sellit etrezek ann env ; eno ema Jezuz-Krist ouz ho kortoz ; dalc’hit mad eta d’ar garantez oc’h euz evithan. »
Publius, drouk ennhan, a lavaraz rei taoliou dorn da Felisite abalamour m’e devoa bet ann hardisegez da gomz evelse ouz he bugale. Goudeze e c’halvaz ar re-ma da vont d’he gaout peb hini d’he dro. Janvier, ar c’hosa, a glaskaz da c’hounit dre bromesaou kaer ha dre c’hourdrouzou er memes amzer. Mes Janvier a respountaz : « — Eunn den diskiant e venn oc’h adori ann idolou, hag esper am euz e roio Doue d’inn ar c’hras d’en em viret dioc’h eunn dra ken heuzuz. » Publius a reaz adarre kement a ioa enn he c’halloud evit lakaat Felis, ann eil, da ginnig ezans d’ann doueou faoz. Mes Felis a respountaz ive raktal : « — N’euz nemed eunn Doue, hag ann Doue-ze hebken a dleomp da adori euz a greiz hor c’haloun. »
« — C’houi da vihana, eme ar prefet da Philipp, ann trede, a ginnigo ezans d’ann doueou egiz ma fell d’ann impalaer Antonin, va mestr hag hoc’h hini. » « — Ar re a hanvit doueou n’e ket doueou int, eme Philipp, mes idolou didalvez ; hag ann nep a ador idolou evelse a vezo daonet da viken. »
Publius a lavaraz goudeze da Zilvan, ar pevare : « — Me vel ervad oc’h en em glevet holl gant ho mamm evit mont a enep urs ann impalaer ; mes ann dra-ze ne zer-