stagaz he muzellou outhan, ha kerkent e pareaz. Er memes tra c’hoaz, enn eur c’hlenved e devoue, Elizabeth ne felle ket d’ezhi eva guin petra bennag m’e devoa bet urs da eva digant ar medisin. Mes o burzud ! ann dour a oue roet d’ezhi var he goulenn a droaz e guin enn eunn taol kount.
Devosionou ha pinijennou ar rouanez-ma ne virent ket outhi da ober bepred he dever e kenver he fried hag he bugale. Ne erpernaz netra evit sevel he bugale e doujans Doue, hag e kenver he fried e oue ato leun a zousder, a garantez hag a zentidigez. Goulskoude ar roue siouaz ! a rene eur vuez fall, hag ann dra-ze a rea eur boan vraz d’ar Zantez. Mes dougen a c’houie he c’hroaz heb en em glemm, ha ne ehane da bedi Doue da jench kaloun he fried. Doue a zelaouaz erfin he fedenn, hag ar roue a guiteaz a-grenn he zizursiou.
Bez’ e devoue ive ann eur da lakaat ar peoc’h, da genta, etre he fried hag he breur-kaer, ha goudeze etre he fried hag he mab, hag etre he zad ha roue Kastill ; rak n’e doa ket he far evit unani ar re a veze savet trouz pe gasouni entrezho, ken rouaned, ken tud all.
Ar roue Denis o veza deuet da vervel, Elizabeth a zervichaz da skouer d’ann intanvezed evel m’oa bet dija skouer ar guerc’hezed enn he iaouankiz ha skouer ar merc’hed dimezet er stad a briedelez. Goude beza guisket sae Trede-Urs sant Fransez, ez eaz da bardouna da Zant-Jakes a Gompostell, hag eno e roaz e prof he c’hurunenn aour, he dillad a rouanez hag eur maread traou all c’hoaz evit repoz da ene he fried. Mervel a reaz he-unan d’ar pevar a viz gouere euz ar bloaz 1336, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Santez Elizabeth e devoa eur boan vraz o velet ar vuez fall a rene ar roue, he fried. Goulskoude ann dra-ze ne vire ket outhi da veza ato leun a zousder, a garantez hag a zentidigez enn he genver. Dougen a rea bepred he c’hroaz heb en em glemm, mes ne ehane da bedi Doue da jench kaloun ar roue. Grit eveldhi, gragez kristen, mar oc’h euz eur pried hag a ren eur vuez direol ; hag abarz ar fin, Doue en devezo ive truez ouzoc’h, nag a zelaouo ho pedenn evel ma selaouaz hini ar zantez-ma.