Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/471

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

a gasaz ganthan relegou ar pab sant Klemant, en doa kavet e bro ar Chazared el leac’h m’oa bet da genta o prezeg ar feiz.

Etre daou, e varvaz ar pab Nikolas, hag Adrian Eil a oue hanvet enn he blas. Ar pab-ma, o veza klevet oa erru ann daou visioner gant relegou sant Klemant, a ieaz he-unan d’ho diambroug asambles gant ann dud a iliz hag ar bobl. Sirill ha Method a gountaz d’ezhan ho labouriou abostolik, ha goudeze peb hini anezho a oue sakret eskop.

Mes Siriil en doa dija gounezet he gurunenn. Mervel a reaz e Rom e tro ar bloaz 868, hag he gorf a oue enterret er bez en doa lakeat ar pab da ober evithan he-unan.

Method a zistroaz d’ar Moravii, hag a gendalc’haz da brezeg ann Aviel er vro-ze. Kas a eure ive sklerijenn ar feiz d’ar Bohem ha d’ar Pologn, ha lod a lavar zoken ez eaz betek ar Rusii.

Evelato er Moravii eo e varvaz, enn eunn oad braz, mes ne c’houezer ket d’ar just e pe vloaz. He gorf a oue enterret gant kement a zolanite ha m’oa bet enterret korf Sirill e Rom, ha Doue a ziskleriaz he zantelez hag hini he vreur dre galz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ar roue Bogoris a skoaz eunn taol pounner enn he galoun o velet taolenn ar varn jeneral, hag a zigoraz dioc’htu he zaoulagad da sklerijenn ar feiz. O pezet ive enn ho ti eunn daolenn bennag da zigas sonj d’ehoc’h euz ho finveziou diveza, evel taolenn ar maro, taolenn ar varn pe daolenn ann ifern, ha sellit piz ouz ann daolenn-ze eur vech enn amzer. Eur zell hebken evelse a roio nerz d’ehoc’h da enebi kalounek ouz tentasionou ann drouk-spered, hag a viro ouzhoc’h da goueza e meur a bec’hed. Rak, ar Spered-Santel a lavar d’eomp : « Sonjit enn ho finvezou diveza ha ne bec’hot morse. »