Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/447

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz even


SANT IANN HA SANT PAOL, MERZERIEN
————


Iann ha Paol a ioa daou vreur kristen euz a Rom, ho daou e servich ar brinsez Konstans, merc’h d’ann impalaer Konstantin. Eur blavez, ez ejont d’ann arme da heul eur jeneral paian, he hano Gallikan, evit ober brezel d’ar Sited. Ar jeneral-ze, boaz bete neuze da veza treac’h d’he holl enebourien, a oue dare d’ezhan beza trec’het d’he dro. Dija kalz euz he zoudarded ha meur a hini euz he offiserien a ioa kouezet var ann dachenn pe great prizounierien, ha Gallikan ne c’houie mui pe du trei. Neuze Iann ha Paol a lavaraz d’ezhan : « — Jeneral, emezho, grit veu da adori ar guir Doue, hag e teui ar gounid ganehoc’h adarre. » Gallikan a zentaz, ha kerkent e c’hounezaz var ar Sited eur viktor eur ar re gaera. Pa zistroaz da Rom, e oue karget a henor gant ann impalaer ; mes hen n’edo mui e chal gant gloar ar bed, ha goude beza resevet ar vadiziant, ec’h en em dennaz enn eur plas a gostez evit beva eno hiviziken hervez kuzuliou ann Aviel.

Iann ha Paol a gendalc’haz da zervicha ar brinsez Konstans pa oue fin d’ar vrezel, hag ar brinsez-se o veza deuet da vervel a lezaz gantho madou braz. Mes ann daou vreur kristen n’o doa netra evitho ho-unan, hag ho danvez a veze bepred daou-hanter etre ar paour hag hi. Chom a rejont ato e palez ann impalaer enn amzer bugale Konstantin ; mes, pa bignaz Julian var ann tron, e rojont ann dilez euz ho c’harg evit mont d’ho zi ho-unan ; rak ne felle ket d’ezho servicha eur prins hag en doa troet kein da Jezuz-Krist evit heul relijion ar baianed.

Goulskoude Julian a gasaz unan bennag da lavaret d’ezho en doa c’hoant d’ho c’haout ive enn he zervich hag enn he balez egiz m’oant bet e servich hag e palez