Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/432

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

eur maread merc’hed all a gemeraz skouer diouthi, hag he mamm zoken a oue unan anezho.

Juliana a oue lakeat da zuperiorez var ann holl verc’hed-se, hag a reaz evitho lezennou leun a furnez. Sant Philipp Benizi, ann hini en doa savet Urs ann Tadou Servited, a anaie ker mad he mirit ma falvezaz d’ezhan araok mervel he c’harga euz a c’houarnamant ann Urs enn he bez. Mes seul-vui ma veze great henor d’ezhi, seul humploc’h a ze e teue da veza. Petra bennag m’oa superiorez, e klaske ato en em lakaat izeloc’h eged ar re all ; ho zervicha a rea enn traou distera, hag evel eur vamm oa evitho.

Evel ar Zent holl, Juliana a ioa aketuz d’ar bedenn. Eunn darn vraz euz ann deiz hag euz ann noz a dremene o vedita, hag aliez-aliez e veze douget a spered betek ann env. Ann nemorant euz he amzer a implije oc’h unani ar re a veze savet kasouni entrezho, oc’h alia ar bec’herien da zistrei ouz Doue, ha dreist holl, oc’h entent ouz ar re glanv ; meur a vech e pareaz gouliou ar re-ma o staga he muzellou outho.

Petra bennag m’e devoa miret ato sae venn he badiziant, ne ehane da gastiza he c’horf dre bep seurt pinijennou. Kousket a rea bepred var ann douar noaz ; da zadorn, e iune divar bara ha dour, hag epad daou zevez all euz ar zizun, e veve divar ar gommunion hebken.

He stomok a ieaz da fall oc’h ober kement-se a binijenn, ha var fin he buez ne c’helle mui delc’her tamm boued ebed. Mes ar Zantez a veze ato laouen e kreiz ar goaskadennou skrijuz e deveze gant he c’hlenved. Eunn dra evelato a rea poan d’ezhi : diez oa he spered abalamour ne c’helle ket kommunia, o veza ma renke teuler kement tra a gemere. Mes Jezuz en devoue truez outhi, hag en em roaz d’ezhi enn eur feson mirakuluz.

Juliana a bedaz ar belek a veze var he zro da zigas da vihana ann Aotrou Doue d’he c’hambr ha d’hen tostaat ouz he c’haloun, p’e guir n’oa ket evit reseo anezhan enn he ginou. Ar belek a zentaz ; mes o burzud ! p’edo o tostaat ann hosti konsakret ouz kaloun ar Zantez, ann hosti-ze a dec’haz euz he zorn heb beza guelet gant den,