Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/43

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet



ar pevarzekvet devez a viz genver


SANT HILER, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Hiler a ioa ginidik euz ar Poatou. Lod a lavar ec’h heuliaz da genta relijion ar baianed, hag oa dija braz pa oue gounezet d’ar feiz ; lod all a lavar, er c’hountrol, e oue savet er relijion gristen. Ar pez zo sur eo oa dija brudet dre ar zantelez euz he vuez pa oue lakeat da eskop e Poatie var dro ar bloaz 353.

D’ar mare-ze, ez oa diouanet enn Iliz eunn herezi nevez, hag unan euz ar re voasa. Ar re a heulie ar fals kredenn-ze a reat Arianed anezho, euz a hano Arius, ho mestr. Var ho meno, Jezuz-Krist, evel Mab da Zoue, n’en doa ket ar memes natur gant he Dad, ha dre eno ive ne oa ket guir Doue eveldhan. Dija o devoa touellet eur maread tud fidel e kostez ar Zao-Heol, ha brema e klaskent ive touella re ar C’huz-Heol. Ann impalaer Konstans a ioa a du gantho, hag a felle d’ezhan lakaat ann herezi nevez da ren e peb leac’h e plas ar relijion gatholik.

Mes Doue ne abandounaz ket he Iliz, hag a roaz d’ezhi soudarded kalounek evit difenn ar guir feiz dre ho c’homzou ha gant ho fluenn. Ann daou gabiten braz etouez ar zoudarded-se a oue sant Athanaz evit broiou ar Zao-Heol, ha sant Hiler evit broiou ar C’huz-Heol.

Araok zoken beza hanvet da eskop, Hiler n’oa ket evit gouzanv ann heretiked, ha ne felle d’ezhan kaout darempred ebed gantho. Eur vech deuet da veza eskop, he genta soursi a oue da gelenn he bobl var guirioneziou ar relijion. Goudeze ec’h en em glevaz gant ann eskibien all euz a Frans, a ioa chomet eveldhan stard er feiz, evit teuler ann eskummunugenn var ar re a droe gant ann Arianed, da lavaret eo, evit diskleria dirak ann holl e tliet hiviziken kemeret ar re-ze evit tud hag a ioa er meaz euz ann Iliz katholik. Ar zetans-ma, douget enn ho