Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/424

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ann ifern, hag ann dra-ze a skoaz eunn taol pounner enn he galoun. Divar neuze ne zonjaz nemed d’en em ziouall diouz ar pec’hed evit ma c’hellje mont d’ar baradoz. He vrasa plijadur oa pedi Doue, hag eunn devosion dener en doa ive evit ar Verc’hez Vari.

D’ann oad a drivac’h vloaz e kouezaz goall glanv, ha pa oue pare, e reaz eur retred evit anaout ar stad a vuez m’oa galvet d’ezhan gant Doue. Er bloaz varlerc’h e c’houlennaz beza resevet enn Urs ann Tadou Jezuisted, ha kerkent e oue remerket etouez ar re all evel eur skouer a humilite, a zentidigez hag a bep seurt vertuziou. P’en devoue great he veuiou, e oue kaset da Gahors, ha goudeze da Dournon, da achui he studi. Hogen eno oa dija ker brudet dre he zantelez ma lavaret anezhan pa veze guelet o vont gant ar ruiou : « — Sell, setu ahont Eal ar skolach. »

Iann-Fransez o veza bet beleget en em daolaz holl da labourat evit silvidigez ann eneou. Epad dek vloaz dioc’htu e roaz misionou er Vivare, er Vele hag er Forez, ha ne c’houfe den lavaret pegement a heretiked a c’hounezaz evelse d’ar feiz katholik, na pegement a bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue. Ar goanv a dremene var ar meaz, hag ann hanv er c’heariou. Dalc’h-mad e veze o redet varlerc’h ann denved dianket. Var ar meaz ez ea d’ho c’hlask er c’hoajou ha var ar meneziou, dre ar glao hag ann erc’h, hag a dreuz ar steriou, ar poullou dour hag ar c’herrek goloet a zrez hag a spern. Er c’heariou, e klaske anezho enn hospitaliou, er prizouniou, var ar plasennou ha betek enn ho ziez.

Bez’en devoue kalz da c’houzanv euz a berz ann heretiked hag ann dud fall ; mes pardouni a rea d’ezho a greiz kaloun. Eunn droiad, unan bennag a oue fallakr aoualc’h evit rei eunn taol dorn d’ezhan var he voc’h. « — Bennoz Doue d’ehoc’h ! eme ar Zant; ma’c’h anavezfac’h ac’hanon, e velfac’h e veritann goasoc’h c’hoaz. » Eunn droiad all, tri zen iaouank direol a ioa ouz he c’hortoz var ann hent evit he laza. Iann-Fransez a ieaz d’ho c’haout, hag a gomzaz outho evelhenn : « — Petra ! me zo prest da skuill va goad evit savetei