Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/415

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

hastaz da zeveni he bromesa enn eur rei da eur paour keaz ar vella euz ann diou zoudanenn enn doa, hag enn eur c’houlenn beza resevet e kouent ar venac’h euz a Urs sant Aogustin.

Resevet e oue er gouent-ma gant joa, hag heb dale e oue treac’h d’ar re a ioa eno enn he raok dre he zentidigez, he humilite hag he aked d’ar bedenn. P’en devoue great he veuiou a vanac’h, e oue karget da brezeg.

Hogen, hen ober a eure gant kement a nerz hag a frouez ma oue guelet abarz nemeur eur jenchamant kaer e Salamank. D’ar mare-ze, tud kear a ioa e brezel ann eil ouz egile ; bemdez ha bep heur, kouls lavaret, e veze lazet unan bennag, hag ar goad a rede, n’e ket hebken er ruiou ha var ar plasennou, mes betek enn ilizou zoken. Ar Zant ne espernaz nag he boan nag he amzer evit dousaat ar sperejou, ha dont a eure a benn da lakaat adarre ar peoc’h etre ann enebourien, ken dre ar zarmouniou a rea d’ann holl er gador, ken dre ann aliou mad a roe da bep hini enn he bart he-unan.

Lod goulskoude a gemeraz drouk outhan, hag eunn dijentil a gasaz daou gavalier da lamet he vuez diganthan. Mes kezek ann daou gavalier-ze a jomaz a za heb flach e tu ebed, hag ann daou gavalier ne c’helljont ober d’ezho na mont araok, na mont adren, ken na deujont d’en em strinka da dreid ar Zant enn eur c’houlenn pardoun euz ho zorfed.

Ann dijentil he-unan a oue skoet enn eunn hevelep feson ma oue dare d’ezhan mervel, ha ne bareaz nemed var bouez anaout he faot ha gelver Iann da vont d’he gaout.

Ar zant-ma en devoa ann eur da velet Jezuz-Krist gant daoulagad he gorf pa veze oc’h offerenna. Lenn a rea ann traou a veze muia kuzet e goeled ar galoun, hag aliez e tisklerie ar pez a dlie erruout enn amzer da zont. Eur vech zoken e tigasaz adarre e buez eunn nizez d’ezhan hag a ioa nevez maro.

Erfin, goude beza merket pe da zeiz e varvche he-unan, e resevaz he zakramanchou diveza gant eunn devosion dreist-ordinal, hag e roaz he ene da Zoue d’ann