Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/412

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann unnekved devez a viz even


SANT BARNABAS, ABOSTOL
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn enez Chipr, hag a oue kaset d’ar skol da Jerusalem gant ann doktor Gamaliel. Eno en devoue evit kamalad ann hini a dlie beza divezatoc’h ann abostol sant Paol. Mes hen a oue gounezet d’ar feiz araok ann abostol-ma. O velet ar miraklou a rea hor Zalver, ec’h anavezaz anezhan dioc’htu evit ar Mesias, hag e teuaz da veza unan euz he zaouzek ha tri-ugent diskib.

Neuze e verzaz he holl vadou nemed eur park evit rei ann arc’hant d’ar beorien. Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, e verzaz ive ar park en doa dalc’het da genta, hag ar pez en devoue evithan a zigasaz d’ann Ebestel. E tro ar mareou-ze e oue leshanvet Barnabas ; rak he hano kenta oa Joseph. Hogen, Barnabas a zinifi Mab a gonzolasion, hag ar Zant a oue leshanvet evelse abalamour n’en doa ket he bar evit konsoli ar re a ioa er boan.

Sant Paol o veza bet gounezet d’ar feiz d’he dro a c’hoanteaz mont da Jerusalem da velet sant Per. Kaout a eure eno sant Barnabas, he gamalad skol guech all, hag hema her c’hasaz da di sant Per ha da di sant Jakez. Goudeze sant Barnabas a oue kaset he-unan da Antioch gant ann Ebestel. Dridal a reaz he galoun pa velaz pegement a dud fidel a ioa dija er gear-ze ; ne espernaz netra evit ho startaat er feiz, ha dre ann nerz euz he gomzou e lakeaz c’hoaz ann niver anezho da greski. Rak eunn den oa, eme ar Skritur Sakr, hag a ioa leun euz ar Spered-Santel.

Neuze ez eaz da Dars da glask sant Paol da zont d’he zikour. Sant Paol a deuaz, hag ho daou e chomjont bloaz e kear Antioch. Prezeg a rejont gant kement a frouez ma