Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/404

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

veuiou pa oue hanvet da abad enn eur gouent all euz he Urs ; ar gouent-ma a ioa nevez savet gant eunn dijentil euz ar vro e kichen Morpeth enn eskopti Iork. Mont a eure di gant daouzek manac’h euz ar re vella, ha kerkent e sonjaz ne oa bet lakeat da vestr var ar re all nemed evit diskouez ann hent d’ezho hag ho c’helenn muioc’h c’hoaz dre he oberiou eget dre he gomzou.

Ken nebeut e tebre m’en deveze naoun ato pa zave dioc’h taol, hag epad ar c’horaiz e iune bep bloaz divar bara ha dour. Ar pez a jome euz he zilerc’h a veze roet d’ar paour dre he urs. Eunn devez, goude Pask, ne c’helle dibri tamm ; donjer en doa euz ar boued, ha ne gave saour gant netra. Setu hen neuze ha lavaret d’ar Breur a ioa o servicha taol : « — Daoust, emezhan, ha ma tigasfac’h d’inn eunn tamm hara kerc’h hag-amann ? Marteze e kavinn mad ann dra-ze. » Ar Breur a redaz da gerc’hat ar pez a c’houlenne ann abad ; mes pa oue lakeat ar bara kerc’h hag ann amann dirazhan, ar Zant ne falvezaz mui d’ezhan touch outho. Mez a ioa savet ganthan abalamour m’en doa klasket, var he veno, ober re a stad euz he gof, hag aoun en doa da zeski evelse he venac’h da veza re lipouz. Lavaret a reaz eta kas ar bara hag ann amann-ze d’ar beorien a ioa e toull dor ar gouent.

D’ar mare-ze e veve sant Bernard, gloar Urs Sito, ha sant Bernard ha sant Robert a ioa mignouned vraz petra bennag m’edont pell ann eil diouz egile ; rak sant Bernard a ioa e Frans ha sant Robert e Bro-Zaoz. Hogen, ar zant-ma a oue kountet a bep seurt traou divar he benn abalamour ma’z ea avechou da velet eunn introun, en doa gounezet da Zoue hag e devoa ezomm euz he aliou mad. Ann dra-ze a reaz kalz poan d’ezhan, ha setu hen ha dont e Frans da ziskarga he galoun e kaloun he vignoun. Sant Bernard hen digemeraz evel eur breur, ha goude beza he gonzolet guella ma c’helle, e lavaraz d’ezhan distrei d’he gouent heb ober van euz ar pez a gountche ann teodou fall. Sant Robert a zentaz, hag a gendalc’haz da c’houarn he venac’h gant dousder ha furnez betek ma plijaz gant Doue he c’helver dave-