Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/401

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ket d’ezhan mont larkoc’h. Guell oa ganthan chom evelse evit gellout beva easoc’h enn he roll ; rak he benn a ioa c’hoaz leun a avel, ha ne glaske nemed gloar, madou hag ebatou ar bed. Ho c’haout a reaz e palez ann impalaer Herri IV, el leac’h ma tremenaz he iaouankiz. Mes er palez-se edo e riskl braz d’en em goll evit biken pa blijaz gant Doue digeri d’ezhan he zaoulagad dre eur gentel hag a skoaz eunn taol pounner enn he galoun.

Eunn devez m’edo o vont da bourmen var ar meaz evit kemeret he blijadur hervez he gustumm, e oue paket enn hent gant eur barr-arne skrijuz. Ar gurun a groze estlammuz, hag al luc’hed a strinke stank-stank enn dro d’ezhan. Abarz ar fin e kouezaz ar gurun eharz treid he varc’h, hag hema, spountet-holl, a reaz eul lamm treuz hag a bilaz he vestr d’ann douar. Norbert a jomaz semplet eno epad eunn heur dioc’htu. Pa deuaz ennhan he-unan, e c’houlennaz ouz Doue evel sant Paol guech all : « — Va Doue, petra fell d’ehoc’h a rafenn-me? » Ker buhan eur vouez euz ann env a respountaz : « — Tec’het dioc’h ann drouk hag ober ar mad. » Kerkent ive ann den iaouank a zentaz ouz ar vouez-se hag a droaz kein a-grenn d’ar bed ha d’he follenteziou.

Kuitaat a eure raktal palez ann impalaer evit tremen he holl amzer o pedi, o vedita, o labourat hag o kastiza he gorf dre ar binijenn. Gouela dourek a rea pa zonje pegen trugarezuz oa bet Doue enn he genver. « — Nag a bec’herien, emezhan, a vez skoet gant ar maro e kreiz ho dizursiou, ha ne d-eont euz ar bed-ma nemed evit beza stlapet e tan ann ifern ! Ha Doue en deuz bet truez ouzinn-me, Doue en deuz saveteet d’inn va buez p’ounn kouezet divar va marc’h ; pebez anaoudegez vad eta, pebez karantez ne dleann-me ket da gaout evithan ! »

A benn daou vloaz goude, e resevaz ann Urs a avieler hag e oue beleget. Neuze e viskaz eur zoudanenn great gant kroc’henn danvad, hag e verzaz he holl zanvez evit rei ann arc’hant d’ar paour. Goudeze e teuaz d’en em strinka da dreid ar pab, a ioa d’ann ampoent e Frans, evit