Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/394

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

roue Frans, o veza klevet hano euz he vertuz hag euz he gened, he goulennaz evit pried. Mes ar roue-ze a ioa c’hoaz paian, hag hi e devoa bet eunn deskadurez vad ha kristen enn he bugaleach ; n’edo ket e poan eta da zimezi da eur prins hag a adore c’hoaz ann doueou faoz. Asanti a reaz goulskoude dre ma oue roet d’ezhi da esperout ne zaleje ket he fried d’en em ziskleria kristen. Klovis a ieaz d’he diambroug beteg kear Soason, hag eno e oue great ann eured.

Klotild, eur vech dimezet, a zigasaz da zonj d’ar roue euz ar bromesa a ioa bet great d’ezhi enn he hano. Ne ehane, enn eur gomz outhan dre gaer, d’he alia da zeveni ar bromesa-ze, ha da zilezel erfin servich ann idolou. Mes Klovis a appelle ato : « — Diveatoc’h, emezhan, divezatoc’h me velo. » A hent all avad e leze ar rouanez da heul he relijion ha da ober he devosionou egiz ma karje ; rak leun oa a istim hag a respet evithi.

Ar Zantez o veza bet eur mab, ar roue a roaz kounje d’he vadezi. Mes ar c’hrouadur a varvaz-prest goude, ha Klovis a lavaraz d’he bried : « — Setu aze petra eo beza kaset ar c’hrouadur-ze da vadezi ; va doueou-me eo o deuz lamet he vuez diganthan evit en em venji. » Mes Klotild a respountaz : « — Evidon-me a drugareka ann Aotrou Doue euz a greiz va c’haloun abalamour m’en deuz va c’havet din da rei eunn eal d’ar baradoz. »

Ar rouanez e devoue eur mab all hag a oue badezet evel ar c’henta. Mes koueza a reaz goall glanv ive, ha setu ar roue, drouk ennhan, o lavaret : « — Guelet a reot, hema a varvo evel he vreur abalamour m’eo bet badezet eveldhan. » Goulskoude Klotild a bedaz Doue ker stard ha ker kalounek ma pareaz he mab dre virakl. Neuze Klovis a anavezaz en doa Doue he bried eunn tammik galloud ; evelato ne falvezaz ket d’ezhan c’hoaz trei kein d’he idolou.

Etre daou e savaz brezel etre ann Allemanded hag hen, ha p’edo o tiblas euz ar gear evit mont d’ar vrezel-ze, ar Zantez a lavaraz d’ezhan : « — Mar teu beac’h varnhoc’h, o pet sonj euz va Doue-me. » Ar roue ne