Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/39

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

vloaz er gouent-ma, ha da fin ann daou vloaz-se e skoaz da Rom evit ann drede guech, enn esper tremen eno ann nemorant euz he vuez. Mes ar pab Vitalian a roaz urs d’ezhan da zistrei da Vro-Zaoz evit sikour kelenn tud ar vro-ze var guirioneziou ar feiz.

Pa erruaz e Bro-Zaoz, Beneat a oue karget da c’houarn eur gouent e Kantorberi ; mes a benn daou vloaz goude e lezaz ar garg-ma gant eunn all: mad ar relijion hag ann Iliz a c’houlenne m’az aje c’hoaz da Rom. Pa oue distro euz he veach, e savaz diou gouent nevez, unan enn henor da zant Per hag eunn all enn henor da zant Paol. Ann diou gouent-se a ioa enn eur gichen, ha Beneat a oue superior ann eil hag eben. Ne espernaz netra evit lakaat ar venac’h a ioa ennho da ren eur vuez santel, ha da viret a boent da boent ar reolennou a veze heuliet e kouenchou Rom hag ann Itali hag e kouenchou Frans. Oc’h he ziou gouent e stagaz ive eur skolach, hag er skolach-ma e rea skol he unan da gement hini a garie dont da zelaou he genteliou. Betek c’houec’h kant manac’h a oue er skol ganthan asambles.

Goulskoude, ar pez a glaske Beneat dreist peb tra oa kaout ilizou hag offisou kaer enn he vro ; rak sonjal a rea en devije neuze ar bobl muioc’h a blijadur o vont d’ann ilizou ha d’ann offisou-ze. D’ann ampoent ne oa e Bro-Zaoz iliz na chapel mean ebed, kouls lavaret ; ne oa ket ken nebeut a ver var ar prenecher ; ann taolennou sakr a ioa rouez-braz, ha ne oa nemed eunn niver bihan-bihan euz a skridou ann Tadou santel.

Beneat a bourveaz d’ann oll ezommou-ze. Gelver a eure mansounerien, gueraerien ha penturerien euz ann tu all d’ar mor, evit sevel ilizou mean, ober guer a liou evit ar prenecher, ha penturi ann aoteriou hag ar mogeriou. Lakaat a reaz ive digas d’ezhan eur maread levriou hag eur maread taolennou euz ar broiou all, hag ann taolennou-ma a lakeaz a vel d’ann holl evit ma c’hellje ar bobl deski dreizho ar pez a zesk ar re all el levriou. Bez’ en devoue erfin kalz relegou digant ar pabed evit maga devosion he genvroiz e kenver ar zent a zo henoret gant ann Iliz.