chou zoken e chome meur a zevez dioc’htu heb tanva tamm na banne. Dougen a rea bepred eur porpant reun, hag he holl amzer, kouls lavaret, a dremene o pedi Doue pe o vedita. Ne gouske nemed var ar c’halet, ha c’hoaz he c’housk a veze ato berr-berr. Eunn droiad, ann drouk-spered a gemeraz furm eunn eal evit he zenti ; mes ar Zantez a anavezaz buhan ann aerouant, hag a reaz d’ezhan tec’het kuit raktal.
Goude maro he eontr, Anjela a zistroaz da vourg Desenzano. Neuze e viskaz sae Trede-Urs sant Fransez, hag ec’h en em roaz muioc’h eget biskoaz d’ann oberiou a binijenn, a zevosion hag a drugarez. Bemdez e kommunie, ha goude ar gommunion e veze aliez savet a spered dreist holl draou ar bed-ma. Beva a rea divar ann aluzenn, hag ar pez a veze a re evithi he-unan a ingale etre ar beorien all. He flijadur oa ive servicha ar re glanv, konsoli ann dud ankeniet, labourat da unani ar re a ioa kasouni entrezho ha sikour tenna ar bec’herien euz a lagenn ar pec’hed.
He c’harantez evit Jezuz-Krist a reaz d’ezhi mont da vizita ar plasou santel a Jerusalem. Mes ne c’hellaz ket guelet ar plasou benniget-se gant daoulagad he c’horf ; rak dallez oa deuet da veza abarz m’oa erruet enn termen euz he beach. Ho guelet a eure evelato gant daoulagad ar feiz, ha ne skuize ket o taoulina hag o pedi var ann douar a ioa bet santifiet dre boaniou ha dre c’hoad he Zalver.
Enn eur zistrei d’ann Itali, Anjela a oue pareet enn eunn taol kount. O veza diskennet e kear Veniz, eskop ar gear-ma a c’hoanteaz he delc’her eno ; mes tec’het a reaz kuit dre guz evit mont adarre da Vresia, el leac’h m’edo o chom eur pennad a ioa araok he beach. Er bloaz varlerc’h ez eaz da Rom da ober he Jubile, hag e oue kaset da gaout ar pab gant unan bennag hag a anaie anezhi. Ar pab a falvezaz d’ezhan he lakaat da zuperiorez enn eunn hospital euz a Rom ; mes ar Zantez a oue guell ganthi distrei da Vresia.
Epad m’edo c’hoaz e Desenzano, santez Ursula a ioa en em ziskouezet dirazhi eunn devez, e penn eur van-