Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/374

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Sant Gregor, eur vech azezet var gador sant Per, ne varc’hataz ket evit lakaat ann houarn ruz var gouliou ken danjeruz. Lamet a reaz ho c’harg digant ann eskibien hag ar veleien o doa he frenet, pe ne vevent ket ennhi egiz ma tlient beva, ha difenn a eure guiriou ann Iliz a enep ar brinsed hag ann dudchentil vraz gant muioc’h a nerz hag a hardisegez eget n’en doa great pab all ebed abaoue amzer ann Ebestel.

Eunn devez m’edo oc’h offerenna, e oue guelet eur goulm o tiskenn euz ann env var he skoaz deou, hag o tispaka he diouaskell azioc’h he benn. Ar mirakl-ma a ioa eur merk anat ne rea netra nemed dre atiz ar Spered-Santel. Abalamour da ze ann darn vuia euzar rouaned, euz ann eskibien hag euz ar veleien, a zente outhan hag a respete he gomzou evel komzou ann Aotrou Doue he-unan. Eur prins hebken a rea bepred ar skouarn vouzar ouz he aliou hag he c’hourdrouzou, hag ar prins-se oa Herri IV, impalaer ann Allemagn.

Sant Gregor a daolaz erfin ann eskummunugenn var ann impalaer-ma, hag her galvaz da vont d’he gaout evit respount d’ar pez a damallet d’ezhan. Herri IV a ieaz, hag ar Zant a zavaz ann eskummugenn divarnhan. Mes a veac’h oa distro d’he rouantelez ma’c’h en em lakeaz da zastum eunn arme evit didroni ar pab, hag heb dale ec’h erruaz dirak Rom gant ann arme-ze. Sant Gregor a c’hellaz tec’het hag en em dennaz da genta var Menez-Kasin, ha goudeze e kear Salern. Eno e varvaz er bloaz 1085, hag he gomzou diveza a oue ar re-ma : « Karet em euz ar justis, ha bet em euz ato kaz ouz ann dislealded hag ouz ar fallagriez ; setu aze perak e varvann enn harlu. » Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a zifennaz guiriou ann Iliz a enep ar brinsed hag ann dudchentil vraz gant muioc’h a nerz hag a hardisegez eget n’en doa great pab all ebed abaoue amzer ann Ebestel. Abalamour da ze eo maro enn harlu, pell dioc’h Rom ; mes dre eno ive en deuz gounezet eur gurunenn gaer enn env. Grit ato ho tever eveldhan, daoust d’ar pez a c’hellfe ann dud da lavaret pe da ober, ha goude ar vuez-ma o pezo perz ive enn he c’hloar hag enn he joauzded er baradoz.