Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/370

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

aliez zoken enn amzer-ma, da anzao ar feiz-se dirak ar bed hag he c’hoaperez, dirak ar fals doktored hag ho lavariou fallakr. Diskouezomp ez oump bugale d’ar Zent o tifenn hon relijion eveldho heb aoun ebed rak ann dud, hag o veza prest da c’houzanv kement hag hi, mar be red, kentoc’h eged ober netra hag a ve eunn dismegans evit eur c’hristen.




ar pevare var ’nn ugent a viz mae


GOUEL ANN INTROUN-VARIA-A-VIR-ZIKOUR
————


Eunn eston eo klevet hano euz ar pez e deuz great aliez mamm Doue evit sikour ar bobl kristen da veza treac’h da enebourien ar relijion. Evelse n’euz ket c’hoaz pell, e velemp e buez sant Pi V e c’hounezaz ar gristenien eur viktor gaer var ann Turked d’ar seiz a viz here euz ar bloaz 1571. Ar viktor-ze a zo bet lakeat ato var gount sant Pi V, abalamour d’ar pedennou en doa great he-unan pe ordrenet ober evit he obten. Mes ar pedennou-ma a ioa dreist peb tra pedennou enn henor d’ar Verc’hez, ar pedennou-ma oa dreist peb tra ar re a lavar asambles enn iliz ar breudeur hag ar c’hoarezed euz a vreuriez ar Rozera. Ar pab santel a zonjaz eta n’oa ken kaoz nemed ar Verc’hez m’o doa kollet ann Turked, hag evit diskouez d’ezhi he anaoudegez vad hag anaoudegez vad ann holl dud fidel, e reaz lakaat enn he litaniou ar c’homzou-ma n’edont ket ennho araok : « Auxilium christianorum, ora pro nobis. Sikour ar gristenien, pedit evidomp. »

Eunn dra dinoc’h c’hoaz da veza remerket hag a c’heller da gemeret evit eur mirakl eo ar pez a c’hoarvezaz enn amzer ar pab Pi VII. Ar pab-ma a ioa bet he-unan o sakri ann impalaer Napoleon Kenta e Paris er bloaz 1804, ha goudeze, d’ar 6 a viz gouere euz ar bloaz 1809, e oue tennet euz he balez e Rom abarz ann deiz, ha kaset da gear Savoonn evel eur prizounier dre urs ar memes impalaer. Eno ne oue lezet den ebed, kouls lava-