Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/366

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

skianchou sakr ha var skianchou ar bed. Pa oue enn oad da zimezi, e oue kinniget d’ezhan fortuniou kaer ; mes ober a reaz fae varnho evit en em rei holl da zervich Doue.

O veza bet beleget, ec’h ingalaz he zanvez etre ar beorien hag ann ilizou, hag ec’h heuliaz eur pennad ar reolenn a vuez a vire eur rumm chalonied hag a reat anezho Chalonied euz a Urs sant Aogustin. Mes etre daou e varvaz eskop Gubio, hag e oue choazet evit delc’her he blas.

Eur vech eskop, Ubald ne jenchaz netra enn he feson da veva. Bez’ e oue ato ken humbl ha ken dic’hloar ha kent, ha ken dister enn he viskamant. Henvel oa oc’h eunn den hag a ioa maro d’ar bed ha d’ezhan he-unan. Iun a rea aliez, ne zebre nemed boued groz ha n’en doa ken guele nemed eur c’holc’hed kologant eur c’hoz pallenn var c’horre. Ann dra-ze a ioa aoualc’h evithan p’e guir e tremene ann darn vuia euz ann noz o pedi hag o vedita. A hent all, e laboure heb ehana da zavetei ann eneou a ioa fiziet enn he garg. Mez ar pez a remerket ennhan dreist he vertuziou all oa he zousder hag he basianted.

Eunn droiad m’edot o tresa mogeriou kear, ar vansounerien a ieaz eunn tammik re lark var douar ann eskopti. Ar Zant a ziskouezaz d’ezho dre gaer ar gaou a reant outhan ; mes ar mestr a zavaz drouk ennahn, hag en em lakeaz da lavaret a bep seurt traou d’ann eskop. Abarz ar fin zoken e roaz d’ezhan eur vountadenn hag her pilaz ennr eur bern pri-raz. Ubald en em dennaz kuit heb lavaret ger ; mes pa glevaz ar bobl petra ioa c’hoarvezet, e tirollaz eunn abadenn all. Ar bobl a c’houlenne ma vije lakeat ann divergont-se etre daouarn ar Justis. Mes ar Zant a ziskleriaz ne oa nemethan hag en devije guir d’he varn. Hogen, e leac’h he varn, e vriataz anezhan gant karantez enn eur lavaret : « — Plijet gant Doue pardouni d’eoc’h ar faot oc’h euz great bremaik, hag ann holl bec’hejou a c’hellfe beza c’hoaz var ho koustians! »

Eunn droiad all e savaz freuz e kear, Ann dud, ran-