aint ket. Penaoz e c’houfent-hi sonjal e Doue ma n’o deuz ket klevet hano anezhan gant ho zud, pe mar o deuz klevet aliesoc’h hano euz ann diaoul ? Penaoz e c’hellfent-hi beza bugale fur, mar o deuz bet muioc’h a genteliou hag a skoueriou fall digant ho zad hag ho mamm eged a genteliou hag a skoueriou mad ha santel ?
ant Venans a ioa ganet e kear Kamerino enn Itali, ha
ne oa c’hoaz nemed pemzek vloaz pa oue tamallet
da veza kristen dirak ar gouarner Antiokus. O c’houzout
oa bet diskuillet, ne c’hortozaz ket ma teuje ar zoudared
d’he glask, hag ez eaz he-unan da gaout ar gouarner.
« — Antiokus, emezhan, ann doueou a adorit a zo bet
invantet gant ann diaoul. N’ez euz ken Doue nemed
ann hini en deuz krouet ann env hag ann douar, hag
a zo he Vab en em c’hreat den evit hor zavetei. »
Ar gouarner ne espernaz na promesaou kaer, na gourdrouzou spountuz, evit ober d’ezhan nac’h he feiz ; mes, o velet ne c’houneze netra varnhan, e roaz urs d’he staga ouz eur peul ha d’he skourjeza enn eur feson didruez. Venans a vije bet marvet evelse pa n’efe ma teuaz eunn eal da derri he liammou ha d’he zistaga dioc’h ar peul.
Mes ar mirakl-se ne reaz nemed kreski dallentez ha kounnar he vourrevien. Ar re-ma her stagaz adarreoc’h eunn treust var bouez he dreid hag he benn enn traon, ha neuze ec’h en em lakejont da zevi he gostou gant goulou var elum, Goudeze e rejont moged dindan he benn, hag e tigorjont d’ezhan he c’hinou evit lakaat ar moged da vont ennhan. Mes eunn eal, guisket e guenn, a deuaz d’he ziliamma evit ann eil guech, hag eur paian, he hano Anastaz, o veza remerket ann eal-ze, a gredaz dioc’htu e Jezuz-Krist, hag a oue badezet raktal, he dud hag hen, gant ar belek Porphir. Prest goude, Anastaz a skuillaz ive he c’hoad evit ar feiz.