Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/342

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

seurt vertuziou. Bez’en devoa dreist holl eur garantez heb he far evit ar beorien, hag aliez e roe d’ezho he zillad pa n’en deveze mui netra da zioueret gantho. Sant Jermen her belegaz, ha goudeze ez eaz da ober eunn dro da velet he dud.

Hogeo, erruout a reaz er gear d’ann deiz kenta euz ar bloaz ha kaout a eure koumpagnunez vraz e ti he dad hag he vamm : fest ann doue Janus a ioa gantho. Ar fest-ma a bade tri devez, hag a denne kalz dizursiou d’he heul. Eunn darn vad euz ann deiz hag euz ann noz a dremenet o tibri hag oc’h eva, ha pa veze leun ho c’hof, ar goazed a viske krec’hinn loaned pe zillad merc’hed, hag a iea da redet ha da zansal er meaz enn eur iouc’hal evel pennou diskiantet.

Briek a lavaraz dioc’htu d’he gerent ne azezche ket ouz taol enn ho zouez. « — Fest ann diaoul, emezhan, eo a zo ganehoc’h, ha ne c’hellann ket kemeret perz er fest-se anez nac’h ar guir Doue a adorann. » Neuze ec’h en em lakeaz da brezeg gant kement a nerz var zantelez ar relijion gristen ma’z oa he dud hag ho mignouned souezet ouz he glevet. Goulskoude ho c’halounou n’oant ket gounezet c’hoaz. Mes ar Zant a reaz meur a virakl dirazho, ha kerkent n’o devoue holl nemed eur vouez evit lavaret: « — Prest oump da guitaat servich hon doueou hag hor giziou fall ; hiviziken n’or bezo ken doue nemed Doue Briek. »

Ar c’homzou-ma a lakeaz kaloun ar Zant da zridal gant ar joa. Hasta a eure kelenn ar baianed-se var guirioneziou ar feiz, ha pa gavaz d’ezhan oant desket aoualc’h e roaz d’ezho ar vadiziant. He dad hag he vamm a oue badezet ive ganthan, pe, mard-oant dija badezet, e ouent da vihana distroet ganthan dioc’h ar fals kredennou a c’hellent da heul c’hoaz, hag evelse e teujont da veza hervez ar c’hras bugale d’ann hini a ioa mab d’ezho dre natur.

Brieka a brezegaz goudeze er c’harteriou divar dro, hag a zavaz ilizou e meur a leac’h. He dad hag he vamm a roaz d’ezhan ive arc’hant da zevel eur gouent, hag er gouent-ma en devoue d’he dro eur maread diskibien.