Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/340

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

« — Ar pez a gountit d’inn a zo eur merk ne zaleo ket Doue d’hor gelver davethan, hag e tleomp, c’houi ha me hag ar brinsez-se, beza merzeriet abarz nemeur. Mes hor Zalver en deuz lavaret arabad eo kaout aoun rak ar re a laz ar c’horf; bezomp eta prest da zenti outhan, rak hen eo a ro ar vuez a bado da viken. » Ar pab a skoaz rak ehun etrezek palez Domitilla evit he reseo e renk ar guerc’hezed.

Aorelian a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ma, ha ne espernaz netra evit gounit adarre kaloun ar brinsez. Mes, o velet e kolle he boan hag he amzer, e tiskuillaz anezhi evel kristenez, ha Domitilla a oue koundaonet d’ann harlu, da lavaret eo, da guitaat Rom ha d’en em denna enn eunn enezenn e kreiz ar mor. Neree hag Achillee a ieaz d’ann enezenn-ze gant ho mestrez, hag a gendalc’haz d’he c’helenn ha d’he c’hennerzi dre ho c’homzou hag ho aliou mad.

Heb dale Aorelian a erruaz eno ive, hag o veza ma tiskrede ne oa ken kaoz d’ar brinsez da veza goestlet he guerc’hded da Zoue nemed he daou zervicher, e reaz skourjeza ar re-mabetek ar beo, ha goudeze ho c’hasaz da Derrasin d’ar gouarner Rufus. Hema a glaskaz ober d’ezho kinnig ezans d’ann doueou faoz; mes Neree hag Achillee a respountaz oant bet badezet gant sant Per, ha ne c’hellent adori doue all ebed nemed Doue ho badiziant. Neuze ar gouarner a lakeaz ho bourrevi enn eur feson didruez, hag erfin e roaz urs d’ho dibenna. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 98.

Goude maro he daou zervicher, Domitilla ne zelaouas ket muioc’h Aorelian eget n’e devoa he zelaouet araok. O velet eta ne c’helle ket dont a benn anezhi, ann den iaouank-se he c’hasaz d’he zro d’ar gouarner Rufuz. Hogen, o veza ma chome ato stard enn he feiz ha ne felle ket d’ezhi a briz ebed kinnig ezans d’ann idolou, ar gouarner a ordrenaz lakaat ann tan enn he c’hambr. Ar brinsez a oue mouget buhan e kreiz ar flammou, hag evelato he c’horf ne oue ket devet. Kavet e oue goudeze enn he bez heb na vije eur vlevenn rostet var ar penn, hag ann avieler Sezer hen enterraz gant respet. Evelse e