ant Mikeal eo prins ann elez mad, hag a zalc’haz penn da Lusifer pa falvezaz d’ann eal ourgouilluz-ma en em zevel enn env a enep Satan hag a enep ar mevellien en deuz Satan ann douar.
Abalamour da ze ar gristenien o deuz bet ato eunn devosion vraz evit sant Mikeal. Mes ann devosion-ze a zo deuet c’hoaz de greski dre m’eo bet plijet gant anu arc’heal-ma en em ziskouez meur a vech d’ann dud fidel evit rei d’ezho merkou anat euz he garantez enn ho c’henver hag euz he c’halloud dirak Doue. Petra bennag ma’z int sperejou pur, ann elez a c’hell, pa ro Doue kounje d’ezho, en em ziskouez d’ann dud dindan eur furm hag a veler. Er Skritur Sakr e kavomp eur maread testeniou euz ar virionez-ma. Evelse, ann eal Raphael a gemeraz furm eunn den iaouank evit ober koumpagnunez da vab Tobias epad eur veach hirr ha danjeruz. Mad, hirio ann Iliz a ra eunn offis a gostez e memor euz ann deiz ma’c’h en em ziskouezaz sant Mikeal var menez Gargan enn Itali er bloaz 492. Setu ama penaoz ec’h erruaz ann dra-ze.
Eunn den pinvidik euz ar vro en devoa bandennadou saout var ar meaz. Eunn devez, eunn taro a guiteaz he vandenn hag a dec’haz etrezek ar meneziou. Chom a