Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/318

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Krist, e kavot ive he groaz ; rak giz ar Iuzevien oa, pa veze koundaonet unan bennag da vervel var ar groaz, enterri he groaz e kichen he gorf. »

Var bouez toulla, ec’h errujot erfin betek bez hor Zalver, ha prest goude e oue dizoloet teir groaz. Ouspenn-ze, eunn tammik a gostez, e oue kavet ar plankennik a ioa bet lakeat azioc’h penn hor Zalver dre urs Pilat, hag a ioa skrivet varnhan e tri langach : « Jezuz a Nazareth, Roue ar Iuzevien. » Sklear oa eta unan euz ar c’hroaziou-ze oa guir groaz Jezuz-Krist. Mes pehini anezho ho zeir oa ? Ann dra-ma a ioa diesoc’h da c’houzout ; rak n’oa merk ebed evit anaout oc’h pehini oa bet stag ar plankennik a ioa kavet a gostez.

Eur mirakl a dennaz buhan ann nec’hamant-se divar spered santez Helena. Dre ali sant Maker, eskop Jerusalem, ann teir groaz a oue lakeat da douch ouz eur vaouez euz a gear hag a ioa dija var he zremenvan. Ann hini glanv ne reaz van evit touch outhi ann diou groaz kenta; mes kerkent ha ma oue touchet ann drede, e teuaz da veza ker iac’h ha ker krenv ha biskoaz. Neuze e oue anat d’ann holl oa hounnez guir groaz hor Zalver, ha raktal santez Helena en em strinkaz d’ann daoulin dirazhi.

Ann impalaerez devot-ma a reaz sevel eunn iliz gaer var bez Jezuz-Krist, hag enn iliz-se e lezaz, enn eur voest arc’hant, al lodenn vrasa euz ann tenzor e devoa kavet. Eul lodenn all a gasaz da Gonstantinopl d’he mab Konstantin, hag eunn all da Rom. Euz al lodenn a ioa bet lezet ganthi e Jerusalem e veze trouc’het tammou aliez da rei d’ann dud fidel a iea di da bardouna ; mes, enn despet da gement-se, al lodenn-ze a jome ato enn he fez var a lavar sant Paolin enn eul lizer. Evelse, eme zant Sirill, hor Zalver a lakea he groaz da greski dre ma veze boulc’het, evel a reaz a benn diou vech evit ar bara epad m’edo var ann douar.

Santez Helena a gasaz ive da Rom ar plankennik a ioa skrivet varnhan e latin, e gregach hag e langach ar Iuzevien : « Jezuz a Nazareth, Roue ar Iuzevien. » Mes ar plankennik-ma n’en deuz mui nemed nao meutad a