Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/31

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

p’e guir n’ec’h euz ket bet aoun o skuill da c’hoad evidon-me, deuz da reseo ar gurunenn a zo ouz da c’hortoz. » O velet ar sklerijenn hag o klevet ar vouez-se, ar vourrevien a dec’haz kuit raktal.

Var a gounter, ar Zant a gemeraz he benn etre he zaouarn, hag hen dougaz evelse betek eur c’hart heur bale dioc’h Beauvais. Dre ma’z ea, ar goad a zivere diouz he benn var ann douar hag el leac’h ma tivere e save dioc’h-tu bodennou roz leun a vokedou euz ar re gaera. — Merzerenti sant Lusian a erruaz var dro kant vloaz goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Hon tadou koz-ni guech all a laze ive tud eveldho, a zivoade ive tud ez veo evel ma vez divodet ar chatal pe al loaned, enn henor d’ho doueou faoz. Ann taoliou-mean a zerviche da ginnig ar sakrifisou heuzus-se a zo c’hoaz stank aoualc’h e Breiz-Izel. Eaz int da anaout dre ar c’haniou pe ar roudennou kleuz a zo varnho ; ar c’haniou pe ar roudennou kleuz-ma a ioa great evit rei plas d’ar goad da redet. Pebez anaoudegez vad eta ne dleomp-ni ket da gaout evit ar visionerien zantel o deuz digaset enn hor bro sklerijenn ar feiz ! Koumprenomp dre eno pebez vad a ra c’hoaz enn hon amzer-ni ar veleien galounek a ia d’ar broiou pell da brezeg ann Aviel d’ar boblou paian, ha pebez mirit a zo o kemeret perz enn ho labouriou dre ar pedennou hag ann aluzennou a vez great e Breuriez ar Feiz.



ann naved devez a viz genver


SANT JULIAN, MERZER, HA SANTEZ BASILIS, GUERC’HEZ
————


Julian a ioa ginidik a Antioch. He dad hag he vamm, tud pinvidik hag a lignez huel, mes ive kristenien vad, a boaniaz d’he zevel e doujans Doue ha da ober anezhan eur c’hrouadur fur ha devot. Ho foan ne oue ket kollet. Azalek he genta iaouankiz, Julian n’en devoue nemed disprij evit plijadureziou ar bed, ha n’oa ket c’hoaz trivac’h vloaz pa en em voestlaz da Zoue, evit ann nemorant euz he vuez, dre ar veu a jastete.

Goulskoude, pa oue deuet enn oad, he dad hag he vamm a c’hoanteaz he zimezi ; rak n’o devoa ken mab.