hiviziken da veza disprijet ha goall-gaset evel m’oa bet he Zalver Jezuz.
He zuperior a anavezaz erfin oa bet tamallet e gaou, hag her c’hargaz adarre da rei misionou. Staga a eure d’al labour-ze gant muioc’h a herr eget biskoaz. Ne ehane da ziskleria brezel d’ann techou fall, ha dreist holl d’ar fals kredennou. Brud en doa da veza bet choazet gant Doue evit karza ar vro euz ann heretiked, hag e guirionez Doue her sikouraz da skleraat ho sperejou enn eur rei d’ezhan ann donezoun a viraklou. E kement leac’h ma’z ea, e paree, kouls lavaret, ann holl dud klanv pe vac’hagnet.
Eunn droiad, eunn heretik a reaz ann neuz da veza klanv evit tenna eunn taol fin d’ar Zant. « — Me bedo ar misioner d’am farea, eme ann heretik-se. Ar misioner a lakai he zorn varnon enn eur lavaret: Bezit pare, ha neuze me roio da anaout d’ann holl ne d-eo nemed eunn azenn. » Mes, enn eur lakaat he zorn varnhan, Per a lavaraz enn dro-ma : « — Mard-oc’h klan e guirionez, bezit pare ; ma n’oc’h euz klenved ebed avad, ra zeui unan d’ehoc’h ! »
Raktal ann heretik fallakr a guezaz ken toc’hor ma’z oa dare da vervel. Mes, o veza ma’c’h anzavaz he fallagriez ha ma tiskleriaz e felle d’ezhan dilezel he gredennou faoz euz a greiz he galoun, e kavaz adarre ar iec’hed dre bedennou ar Zant.
Per en doa c’hoant pell a ioa da skuill he c’hoad evit ar feiz ; bemdez ha meur a vech bemdez e c’houlenne ar c’hras-se digant Doue : he obten a eure erfin. Eunn devez m’edo o tistrei euz a gear Kom da Vilan, eunn den paet gant ann heretiked a zarc’hoaz ganthan daou daol sabrenn var he benn, hag her pilaz d’ann douar.
Ar Zant en devoue c’hoaz nerz aoualc’h evit sevel var bennou he zaoulin da lavaret evit ar vech diveza simbolenn ann Ebestel, en doa desket ker brao enn he vugaleach. Goudeze, pa ne c’helle mui parlant, e soubaz he vizied enn he c’hoad hag e skrivaz gantho var ann douar ar c’homzou kenta euz ar Gredo : Me gred e Doue. N’en devoue ket amzer da vont larkoc’h ; rak ar mun-