Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/306

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Doue her c’hargaz a bep seurt grasou dreist-ordinal. Rei a rea da anaout ar pez a dlie erruout enn amzer da zont, koumpren ha parlant a c’helle langachou ha n’en doa desket biskoaz, ha bez’en doa ive ann donezoun a viraklou. Mes, petra bennag m’oa karet gant ar pabed ha respetet gant ar veleien ha gant ann dud fidel, Paol en em gemere ato he-unan evit eunn den ha n’oa mad da netra, evit eur pec’her paour hag a ioa din da veza breset etre treid ann dud ha zoken etre treid ann drouk-sperejou.

Beva a reaz koz-koz, ha mervel a eure erfin e Rom er bloaz 1775, goude beza aliet he Vreudeur er feson ann denera da zelc’her mad d’ar stad santel m’oant bet galvet d’ezhan gant Doue. Ar burzudou a c’hoarvezaz var he vez a reaz d’ar pab Pi Nao he ziskleria euruz hag he lakaat goudeze e renk ar Zent.


SONJIT ERVAD

Muioc’h a virit zo, var a lavar santez Thereza, o vedita var basion ha maro hor Zalver eget na’z euz o iun divar bara ha dour. E guirionez, n’euz netra guelloc’h evit rei d’eomp da goumpren pegement a garantez en deuz bet Doue evidomp ha pegement a garantez a dleomp da gaout evithan d’hon tro. Kasit eta ho spered, aliesa ma c’hellot, da ober eur bale d’ar jardin olived, da di Gaiphas ha da di Bilat, ha dreist holl var menez Kalvar. Eno e velot petra en deuz great ha gouzanvet eunn Doue dre garantez evidhoc’h, ha petra dleit da ober ha da c’houzanv hoc’h-unan dre garantez evithan.




ann naved var ’nn ugent a viz ebrel


SANT PER, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Veroonn, el Lombardi, e tro ar bloaz 1205. He dad hag he vamm a ioa heretiked ho daou; mes dre chans e oue lakeat er skol gant eur mestr hag a ioa kristen katholik, hag ar mestr-ma her c’helennaz ervad var guirioneziou ar relijion. Ne oa c’hoaz nemed seiz vloaz pa c’houlennaz unan