Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/303

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

n’oa ket hanter-zillad enn dro d’ezhan, hag ar paour-ze a c’hrosmole goustadik hag he zent a strake gant ar riou. Kerkent, setu Zita d’he gaout. « — Petra c’hoare ganehoc’h, emezhi, ma klemmit evelse? » Ann den keaz a astennaz he zorn da douch ouz he mantell. « — Ah ! eme Zita, ouz ar vantell-ma oc’h euz avi ? Mad, delit-hi ha dalc’hit anezhi betek fin ann offis. Neuze avad c’houi he roio d’inn, ha me ho kaso da di va mestr el leac’h ma vezo great tan d’ehoc’h da domma. »

Pa oue echu ann offis, Zita a glaskaz ar paour e kement korn a ioa enn iliz; mes n’her c’havaz e nep leac’h. Red e oue d’ezhi eta distrei d’ar gear heb ar vantell. Labour klevet skandal e devoue pa erruaz dirak he mestr ; mes hi a lavare ato e teuje ar vantell. enn dro. E guirionez, prest goude, eunn den a zoare he digasaz da Zita enn eur lavaret mil bennoz Doue d’ezhi. Fatinelli, o veza guelet ann den-ze euz he brenest, a c’hoanteaz kaozeal ganthan; mes araok zoken m’en doa bet amzer da zigeri he c’hinou, ann den-ze a ioa eat kuit evel eul luc’hedenn.

Zita a ioa bet ato dous e kenver ar re all; setu perak ar maro a oue ive dous enn he c’henver. Tremen a reaz, heb angouni hag heb poan ebed, kouls lavaret, d’ar 27 a viz ebrel euz ar bloaz 1278, goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eun devosion dreist-ordinal. Raktal e oue guelet eur steredenn gaer, skedusoc’h eged ann holl stered all ha skedusoc’h zoken eged ann heol, o para azioc’h kear Luk, hag er memes amzer ar vugale a grie dre ar ruiou : « — Zita, ar zantez a ioa e ti Fatinelli, a zo maro. » Goulskoude n’o doa klevet ar c’helou-ze gant den. Red e oue d’ar veleien gortoz meur a zevez abarz ober ann enterramant, kement a brez a ioa enn dro d’ar c’horf. Ann holl a felle d’ezho tostaat outhan ha kaout eunn tamm euz a zillad ar Zantez. — Kear Luk e deuz a-c’houdevez choazet santez Zita evit he fatrounez.


SONJIT ERVAD

Merc’hed iaouank, a renk mont da zervicha, kemerit skouer dioc’h ar zantez-ma. Enebit a zoare oc’h tud ann ti mar klaskont ober