Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/300

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Goulskoude Marsellin ne zaleaz ket, evel sant Per, da gaout keuz d’he bec’hed. Gouela hag hirvourdi a rea noz-deiz o sonjal er skouer fall en doa roet, ha setu hen ha mont da Zinuesa el leac’h ma’z oa eur c’honsil pe eunn asamble a eskibien. En em ziskouez a eure dirak ann asamble-ze gant eur zae reun enn dro d’he gorf hag eur guiskad ludu var he benn, ha kerkent ec’h anzavaz he dorfed a vouez huel enn eur skuill eur mor a zaelou. Mes nikun euz ann eskibien ne gredaz he goundaoni. « — M’e ket d’eomp-ni eo barn ac’hanhoc’h, emezho, mes hoc’h-unan e tleit beza ho parner ; rak ar pab ne c’hell beza barnet gant den. Per en devoue ive ar zempladurez oc’h euz-hu bet; mes enn eur vouela d’he bec’hed evel a rit-hu, ec’h obtenaz pardoun digant Doue : esper oc’h euz eta da veza pardounet eveldhan. »

Marsellin o veza distroet da Rom a ieaz rak ehun da gaout ann impalaer, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Perak oc’h-hu bet fallakr aoualc’h evit ober d’inn-me kinnig ezans d’ann idolou ? Anaout a rann hirio em euz great eunn dra heuzuz dirak Doue, ha prest ounn, evit rapari va faot, da c’houzanv n’euz fors pe seurt tourmanchou ha da skuill betek ar berad diveza euz va goad. » Dioklesian a egare oc’h he glevet, hag a ordrenaz raktal he zibenna asambles gant tri gristen all. He verzerenti a erruaz d’ar 26 a viz ebrel euz ar bloaz 304. He gorf ha korfou ann tri merzer all a jomaz, dre urs ann impalaer, c’houec’h devez ha tregont heb beza enterret. Abarz ar fin, sant Per a gemennaz da zant Marsell ho dastum, hag ar sant-ma ho enterraz gant henor e guered Prisill. Ar pab sant Marsellin en doa gouarnet ann lliz epad seiz vloaz, unnek miz ha tri deve var’nn ugent.


SONJIT ERVAD

N’euz fors e peger braz pec’hed e veac’h bet kouezet, arabad eo d’ehoc’h morse dizesperi. Doue a zo ato prest da rei d’ehoc’h ar pardoun euz ar pec’hed-ze var bouez ma tistroot outhan gant guir glac’har d’he veza ofranset. Ar c’hlac’har goulskoude n’e ket aoualc’h : red eo, ouspenn, anzao ho faot hag he rapari hervez ho kalloud. Sant Marsel-