Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/291

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

oc’h ober. Ar Romened o devoue evelse dour aoualc’h da derri ho zec’hed ha da rei da eva d’ho c’hezek. Hed ar c’helc’h a rea ho enebourien enn dro d’ezho n’e ket glao eo a ioa, mes kazarc’h, luc’hed ha kurun. Ar boblou gouez-se, dallet gant ann tan hag ar c’hazarc’h ha spountet gant trouz ar gurun, ne ouent mui goest d’en em zifenn a-enep arme Mark-Aorel, hag houma a c’hounezaz varnho eur viktor euz ar re gaera.

Ann impalaer, o veza bet he-unan test euz ar mirakl-ma, a ordrenaz lezel hiviziken ar gristenien e peoc’h. Mes, evit doare, ne zalc’haz ket d’he c’her pe ne oua ket sentet outhan; rak, a benn tri bloaz goude, sant Soter he-unan a oue merzeriet e Rom, d’ann 22 a viz ebrel euz ar bloaz 177. Pevar bloaz nemed nao devez a ioa abaoe m’edo o c’houarn ann Iliz.

Sant Kaius a ioa kar d’ann impalaer Dioklesian, hag a oue choazet evit pab d’ar seitek a viz kerzu euz ar bloaz 283. Hogen, Dioklesian a felle d’ezhan lamet euz ar bed betek ann hano a gristen; enn he amzer eta e oue great hu var ann dud fidel, evel var loened gouez, goasoc’h eget biskoaz, ha sant Kaius a renkaz chom dindan guz keit ha ma oue pab, kouls lavaret.

Eur zulvez ez eaz da offerenna da di eur c’hristen pinvidik hag en doa eur maner var ar meaz. Holl dud fidel Rom a ioa en em zastumet eno, hag ar Zant a gomzaz outho evelhenn : « — Doue a anavez ervad sempladurez ann den, hag a verk d’ehoc’h diou feson da ziskouez ho feiz. Ann diou feson-ze eo tec’het kentoc’h eged he nac’h, pe skuill ho koad evit he difenn. Ar re ac’hanhoc’h o deuz aoun n’o defe ket ann nerz da c’houzanv ar verzerenti a c’hell en em denna er maner en deuz mestr ann ti-ma var ar meaz, hag ar re all a jomo ganen-me e kear. »

Kaius hag ar gristenien a ioa chomet ganthan e Rom a dremene ho holl amzer o pedi, o iun hag o vouela, evit obten digant Doue ar c’hras da reseo kurunenn ar verzerien. He reseo a rejont peb hini d’he dro, ha tro ar Zant a erruaz d’ann 22 a viz ebrel euz ar bloaz 296. Gouarnet en doa ann lliz epad daouzek vloaz, pevar miz