Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/287

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Tad Montepulsiano, o klevet hano euz ar burzudou a rea Agnes, a skrivaz d’ezhi da zistrei d’he bro. Ar Zantez a respountaz e tistroje mar karjent pilat eunn ti a zizurs a ioa tost da gear, ha sevel eur gouent evithi enn he blas. He c’henvroiz a reaz ar pez a c’houlenne, hag Agnes a ieaz da jom d’ar gouent nevez o doa savet goude beza bet kounje digant ar pab.

Eno e tremenaz ann nemorant euz he buez, ato pasiant ha joaiuz ekreiz he foaniou, hag ac’hano ez eaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he vertuziou, d’ann ugent a viz ebrel euz ar bloaz 1314. Kerkent e c’hoarvezaz adarre eur mirakl kaer : ar vugaligou a ioa c’hoaz enn ho c’havell a embannaz he maro euruz enn eur lavaret : « — Ar seur Agnes, superiorez santel ar Gouent Nevez, a zo o paouez mont d’ar baradoz.»


SONJIT ERVAD

Ober a c’heller konfesionou fall, pe gonfesionou nul, e meur a feson : da genta, o nac’h, o kuzat pe o c’holo eur pec’hed marvel bennag enn dribunal euz ar binijenn ; d’ann eil, o vankout da glask ar pec’hejou abarz mont da govez ; d’ann trede erfin, o reseo ann absolvenn heb kaout eur guir geuz hag eur guir glac’har da veza offanset Doue. Ann nep en defe great konfesionou fall, pe gonfesionou nul, enn unan pe unan euz ann teir feson-ze a zo red d’ezhan ober eur gonfesion jeneral, da lavaret eo, a renk kovez a nevez kement pec’hed marvel en deuz great abaoue ann dro genta n’en deuz ket koveseat mad, da vihana mar chench konfesour ; rak, ma ne jench ket a gonfesour, e vezo aoualc’h d’ezhan diskleria ar pec’hejou en deuz nac’het pe lezet da govez dre he faot. Ma n’oc’h euz great morse konfesion jeneral ebed, grit unan kenta ma c’hellot gant aoun n’o pefe avechou lezet eur pec’hed marvel bennag da govez dre ho faot, pe gant aoun n’o pefe ket bet ato eur guir geuz hag eur guir glac’har da veza offanset Doue.




ann unan var ’nn ugent a viz ebrel


SANT ANSELM, ARC’HESK0P HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Aost enn Itali, hag a oue kelennet mad gant he vamm enn he vugaleach. Ken devot oa dija d’ann oad-se, ha ken troet var ar