petra oa kredenn ar gristenien, Justin a respountaz : « — Kredi a reomp ez euz eunn Doue hag en deuz krouet kement tra a zo, ann traou a velomp hag ann traou ne velomp ket, ha kredi a reomp ive ez eo Jezuz-Krist Mab da Zoue hag e teui eunn deiz da vani ann dud holl. »
Neuze ar gouarner a lavaras d’ezhan : « — Kinnigit ezans d’ann doueou, pe me a lakai ho skourjeza azalek ar penn betek ann troad. » « — Joa e vo ganen, eme ar Zant, gouzanv eunn dra bennag evit Jezuz-Krist. » Var gement-se, ar gouarner her c’houndaonaz da veza dibennet goude ma vije bet da genta skourjezet betek ar goad, ha setu ar pez a oue great raktal. Ann dra-ma a erruaz e tro ar bloaz 167.
Enn hor bro-ni eur c’hrouadur seiz vloaz a c’hoar gUelloc’h petra eo Doue ha petra eo ann den eget na c’houie ar re habila etouez ar philo-sophed paian guech all. Perak ? Abalamour ar c’hrouadur-ze a zo kristen, nag en deuz dija desket lezenn Jezuz-Krist gant he dud. Je-zuz-Krist en deuz lavaret epad m’edo var ann douar : « — Me eo « ar Virionez. » Hogen, Jezuz-Krist a gomz ouzomp hirio dre vouez ann Iliz santel katholik. Gant ann Iliz katholik eta, ha ganthi hebken, ema ar virionez, hag ar fals doktored en em zav enn he enep ne d-int holl nemed glabouserien ha gaouiaded evel ar philosophed paian guech all.
nn daou zant-ma a ioa ginidik euz ar Pers. Tud a lignez
huel oant ho daou, mes muioc’h a istim a ioa
evitho c’hoaz abalamour d’ho vertuz eged abalamour
d’ho noblans. Ar vro-ze o veza kouezet etre daouarn ann
impalaer Des, ann impalaer-ma en em lakeaz da ober
brezel d’ar gristenien, ha Maksim hag Olempias a oue
kroget ennho gant ar re genta ha kaset dirak ann impalaer.
Des a ordrenaz skei gantho a daoliou baz ken na