kemeret skouer dioc’h he dad. Petra zervich d’ehoc’h anaout ar mad a dleit da ober ma n’her grit ket e guirionez ? Nemed brasoc’h pec’hed n’oc’h euz ken evelse. Ne heulit morse ar skouer fall, ha grit ar pez a zo enn ho kalloud evit heul ato, er c’hountrol, kement skouer vad a velot dirak ho taoulagad.
r zant-ma a ioa ganet e kear Naplouz er Palestin, hag
a heuliaz da genta relijion ar baianed evel he dad
hag he vamm. Tremen a reaz he iaouankiz o studia holl
skianchou ar bed, ha goudeze e savaz kement a c’hoant
ganthan da anaout ar virionez var ar pez a zell ouz Doue,
ouz ann den hag ouz ar vuez da zont ma’c’h en em lakeaz
adarre er skol gant ar philosophed brudeta euz he amzer.
Ar philosophed a ioa tud fur ha gouiziek var ho meno, ha goest da ziskouez d’ar re all hent ar furnez hag ar vouiziegez. Mes bez’ez oa meur a rumm anezho, hag ar rummou-ma n’en em glevent ket: ann eil a lavare ar c’hountrol euz ar pez a lavare egile. Lod a lakea ar furnez hag ar vouiziegez enn dra-ma, ha lod all ho lakea enn dra-hont. Justin en devoa eur spered ehun, hag a velaz dioc’htu ne oa he vistri nevez nemed glabouserien ha gaouiaded.
Ho c’huitaat a eure eta ann eil goude egile, nemed ann hini en doa choazet da ziveza: hema a blije d’ezhan aoualc’h pa erruaz eunn devez gant eunn den koz enn eur plas distro e kichen ar mor.
Justin a ioa eat di enn esper beza he-unan, ha pa remerkaz ann den koz, e c’houlennaz outhan petra glaske eno. Ann den koz a respountaz : « — Me zo nec’het gant mignouned d’inn ; pell zo n’em euz ket bet euz ho c’helou hag e klaskann anezho e kement korn zo. Mes c’houi, petra glaskit ama hoc’h-unan? » « — Me,