Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/268

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

buez d’ho c’herent kristen. En em glevet a rejont gant beleien ann doueou faoz evit lakaat rei d’ezho kig ordinal e plas ann hini a ioa bet kinniget d’ann idolou, ha neuze e leverjont d’ezho dibri ar c’hig-se evit ober ann neuz da zenti oc’h urs ar roue. Mes Sabas a ziskleriaz dirak ann holl oa pec’hed ann dra-ze, hag evelse e viraz ouz meur a gristen da goueza e rouejou ann drouk-spered.

Goudeze ec’h erruaz er geriadenn eunn offiser euz a berz ar roue evit ober eunn enklask piz euz ann dud fidel. Ar baianed a ioa prest da doui var ho le ne oa kristen ebed enn ho zouez.

Mes Sabas a redaz buhan d’ho c’haout, hag a lavaraz d’ezho : « — Arabad e d’ehoc’h toui evidon-me, rak evidon-me a zo kristen. » Ar baianed a douaz neuze ne oa nemed eur c’hristen er geriadenn. Kerkent offiser ar roue a ro urs da zigas ar c’hristen-ze dirazhan, ha setu Sabas ha mont heb aoun ebed. Ann offiser o veza goulennet hag eunn den pinvidik oa, ar baianed a respountaz n’en doa netra var he hano nemed ann dillad a ioa ganthan. Goude ar respount-ma, ann offiser ne c’houlennaz ket hirroc’h hag a lezaz Sabas da zistrei d’ar gear heb ober netra d’ezhan.

Mes er bloaz varlerc’h ar bersekusion a zirollaz adarre goasoc’h eget biskoaz. Tri devez goude Pask, Sabas a oue tennet euz he vele e kreiz ann noz gant eul vandenn zoudarded, ha treinet diarc’henn ha kouls lavaret enn noaz a dreuz ann drez hag ar spern. Ouspenn-ze ar zoudarded ne ehanent da skei ganthan a daoliou fouet hag a daoliou baz. Goulskoude, pa deuaz ann deiz, ne oa gouli ebed enn he gorf, hag he dreid n’oant ket ribinset zoken. « — Guelit, eme ar merzer kalounek d’he vourrevien, kaer oc’h euz bet, n’oc’h euz great drouk ebed d’inn. »

Ar mirakl-ma, e leac’h digeri ho daoulagad d’ar zoudarded, ne reaz nemed kreski ho c’hounnar. Staga a rejont Sabas a-istribill oc’h eunn treust, he zaouarn liammet adren he gein, ha goudeze e lakejont dirazhan kig hag a ioa bet kinniget e sakrifis d’ann idolou. « — Piou