oue dalc’het hirra ma oue gellet. A benn diou vech goulskoude e falvezaz d’ezhan mont kuit; mes a benn diou vech ive e klanvaz p’edo dija enn hent, pe o lavaret kenavezo. Enn dro genta e pareaz, mes enn eil tro e krogaz ar vosenn ennhan. Eur maread tud a veze skubet bemdez gant ar c’hlenved-se, ken e kear, ken var ar meaz. Hogen, Maker a bedaz Doue d’he gemeret ha da espern ar re all, ha Doue a zelaouaz he bedenn. Mervel a reaz d’ann dek a viz ebrel euz ar bloaz 1012, ha kerkent ec’h ehanaz ar vosenn tro var dro.
Henoriou ar bed ha meuleudiou ann dud ne d-int e guirionez nemed avel ha moged. Setu perak ar zent holl o deuz tec’het dioutho muia ma c’hellent ; penaoz eta e c’hellit-hu ho c’haret ? Pegement e viot-hu guelloc’h evit beza henoret gant ar bed ha meulet gant ann dud, ma n’oc’h ket istimet gant Doue? Ha fors zo d’ehoc’h, er c’hountrol, beza disprijet gant ar bed ha goapeat gant ann dud, mar d-oc’h mignoun da Zoue ? Klaskit dreist peb tra plijout da Zoue enn hoc’h holl oberiou ; ar pez a reot evit plijout d’ar bed ha d’ann dud ne zervicho ket d’ehoc’h goude ar vuez-ma, pe ne zervicho nemed d’ho koundaoni ; mes ar pez a reot evit Doue a dalvezo d’ehoc’h er bed all eunn tenzor a c’hloar hag a bado da viken.
ant Leon a ioa ganet e Rom. O veza m’en devoa eur
spered lemm, e teuaz enn he iaouankiz da veza habil-braz
var skianchou ar bed ha var ar skianchou sakr.
« Galvet oa gant Doue, eme eur c’honsil, da c’hounit
viktoriou kaer var brezegerien ar gaou, hag abalamour
da ze ive Doue a lakeaz etre he zaouarn armou ann
deskadurez hag ar virionez. » Dre he furnez hag he
vouiziegez, e reaz kalz vad d’ann Iliz enn amzer ar pab
sant Selestin hag ar pab Sist III, ha goude maro ar pab-ma
e oue choazet evel ann dina da zelc’her he blas.