aluzennou, ar profou hag ar pedennou o pezo lakeat ober goude ho maro, en devezo truez ouz hoc’h ene, a zousai ho poan er purkator hag ho resevo kentoc’h enn he varadoz.
altrud a ioa merc’h da zant Valbert ha da zantez Bertill,
ha c’hoar da zantez Aldegond. Enn amzer ma’z oa
c’hoaz bihanik, e oa aketuz da zelaou ar c’henteliou mad
a roe d’ezhi he mamm ha d’ho lakaat da dalvout evit he
zilvidigez. Ne anavezaz ar bed nemed evit ober fae
varnhan ; rak ne d-ea nemed el leac’h ma’z ea he
mamm, hag he mamm ne oa ket he giz darempredi ar
bed.
Evit ober plijadur d’he zud e timezaz d’ar c’hount Madeljer, ha bez’e devoue pevar grouadur hag a varvaz ho fevar egiz sent. Ar c’hount Madeljer, o velet devosion ha vertuz he bried, a deuaz he-unan da gasaat ar bed. En em denna a eure enn eur gouent gant asant Valtrud, ha goude he varo e oue henoret ive evel sant. Valtrud a jomaz c’hoaz daou vloaz gant he bugale ; mes da fin ann daou vloaz-se e falvezaz d’ezhi d’he zro kuitaat ar bed a-grenn evit en em rei holl da zervich Doue.
Pedi a reaz eunn dijentil euz he c’herent da zevel eunn ti evithi var ar menez el leac’h m’ema brema kear Mons er Beljik. Ann dijentil a zavaz eunn ti braz ha kaer; mes Valtrud, o veza eat d’he velet, a ziskleriaz grons ne lojche biken enn eunn ti evel hennez. Red e oue eta sevel eunn all disteroc’h, ha kerkent ar Zantez a ieaz di da jom evit beva he-unan gant Doue.
Eno e tremene he holl amzer o pedi, o vedita hag oc’h ober pinijenn. Goulskoude ann drouk-spered ne ehanaz d’he zenti e mil feson. Avechou e rea dezhi sonjal pegen ebat oa he doare guech all er gear, e koumpagnunez he frid hag he bugale, ha pegen ebat e vije adarre mar karje distrei er bed. Avechou all e klaske he