ober koumpagnunez d’ezhan. Enn he vro eo e roaz he visionou kenta, ha prezeg a reaz eno gant kement a frouez, ma oue hanvet Abostol ar Spagn. Kounta a reer e c’hounezaz d’ar feiz, e rouantelez Kastill hag e rouantelez Aragon, betek trivac’h mil iuzeo, ha tregont mil mahometan e rouantelez Grenad.
Euz ar Spagn e teuaz e Frans, hag ac’hano e skoaz d’ar penn huela euz ann Itali, ha goudeze d’ar Suis, d’ann Allemagn, d’ar Beljik ha da Vro-Zaoz. Ne c’houfe den lavaret ar vad a reaz enn holl broiou-ze. Ann dud a zirede d’he zelaou a ganchou hag a villerou; mont a reant zoken var he lerc’h euz ann eil bourg d’egile, euz ann eil kear d’eben. Ar Zant a brezege peurvuia var ar guirioneziou spountuz euz ar relijion, var ar maro, ar varn, ann ifern, ann eternite. Ann holl a skrije ouz he glevet, hag avechou e renke chom a za a greiz he zarmoun abalamour ma veze goloet he vouez gant ar goelvan hag ar c’hri-fors a zirolle enn iliz. Enn eur ziskenn euz ar gador ez ea da govez, hag ar bec’herien a deue a vandennadou da c’houlenn diganthan ar pardoun hag ann absolvenn euz ho fec’hejou.
Doue en devoa roet d’ezhan ann donezoun a viraklou. Ober a rea, kouls lavaret, ken aliez a virakl hag a gammed, hag ar miraklou-ze a greske muioc’h-mui ar respet hag ann istim o devoa ann holl evithan. Mes eunn donezoun all en doa resevet c’hoaz euz ann env : evel ann Ebestel guech all, ar Zant a veze koumprenet gant ar re ne c’houient ket al langach a gomze, hag hen a goumprene ive ar re o devoa eul langach dishenvel dioc’h he hini.
Epad he visionou, Visant Ferrier a vire bepred reolenn he Urs. Bemdez e iune nemed da zul; ne zebre morse a gig, ha da verc’her ha da vener ne gemere nemed bara ha dour. Evit guele n’en doa nemed eur guchenn golo pe eur guchenn geuneud seach, ha kastiza a rea c’hoaz he gorf dre veur a binijenu all.
Visant Ferrier, o veza e Frans, a oue pedet gant ann duk Iann, pemped euz ann hano, da zont da rei eur mision e Breiz-Izel. En em lakaat a eure raktal enn hent,